Morvran : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot kemmet: ar:غاقيات |
D r2.5.4) (Robot ouzhpennet: nn:Skarvfamilien |
||
Linenn 116: | Linenn 116: | ||
[[my:တင်ကျီးငှက်]] |
[[my:တင်ကျီးငှက်]] |
||
[[nl:Aalscholvers]] |
[[nl:Aalscholvers]] |
||
[[nn:Skarvfamilien]] |
|||
[[no:Skarver]] |
[[no:Skarver]] |
||
[[nv:Tónteel zhį́ʼii]] |
[[nv:Tónteel zhį́ʼii]] |
Stumm eus an 7 Gou 2012 da 00:33
| |||
---|---|---|---|
Ur vorvran vras
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Ciconiiformes | ||
Kerentiad : | Phalacrocoracidae | ||
Genad : | Phalacrocorax | ||
Anv skiantel | |||
Phalacrocorax Brisson, 1760 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Morvran a lavarer eus meur a evn-mor eus ar genad Phalacrocorax. Dre vras e lavarer morvaout anezho er yezh komzet[1].
Laboused brazik int, hag a vez o splujañ e-pad pell evit tapout pesked. Hir eo o c’horf hag o gouzoug ha kreñv eo o figos. A bep seurt spesadoù anezho a gaver dre ar bed, er broioù tomm hag er broioù klouaroc’h. War an holl gevandirioù ez eus spesadoù morvrini, nemet e Suamerika. Du eo an darn vrasañ anezho, met en hantervoul ar su ez eus spesadoù gant muioc’h a livioù. Kavet e vezont war vord ar mor hag en-dro d’al ledennadoù dour dous ivez.
E Breizh e kaver daou spesad anezho :
- ar vorvran vras (Phalacrocorax carbo)
- ar vorvran-guchenn (Phalacrocorax aristotelis).
Ar morvrini bras a vev war an aod ha war ar stêrioù hag al lennoù. Ar morvrini kuchenn, avat, ne gaver nemet war vord ar mor. Ned eont ket gwall bell diouzh an douar peurliesañ. Ur spesad all a gaver en Europa : ar vorvran gorr (Phalacrocorax pygmeus). E-touez ar spesadoù morvrini a gaver er c'hevandirioù all, ez eus lod zo en arvar.
Pa vezont o neuial war c’horre ar mor, ne vez gwelet nemet o gouzoug hir a-zioc’h an dour. Dindan ar gorre e c’hellont neuial aes betek 20 metr donder ha chom en dour e-pad ur vunutenn. Pa vez ur vorvran o splujañ evel-se ez a war-raok buan-kenañ, evit tapout pesked. Laboused lontek int kontet da vezañ, dreist-holl ar morvrini bras. En abeg da se ne blijont ket kalz d’ar besketaerien e Breizh. E broioù reter Azia (Sina pe Japan) e vezont doñvaet gant an dud da besketa.
Er c’hontrol diouzh a c’hoarvez gant an darn vrasañ eus an evned palvezek all, e vez treuzet o fluñv gant an dour. Abalamour da se e chom gleb o fluñv e-pad pell. Gwelet e vezont alies o klask sec’hiñ war ar reier, gant o divaskell digor bras e stumm ur groaz. Pa vezont o klask dibradañ da nijal pelloc’h, e chomont tost d’an dour e-pad pell, rak gant o fluñv gleb int re bounner da c’hellout sevel buan. Bevañ a reont a vandennadoù bras peurliesañ.
Spesadoù
34 spesad morvrini zo :
- morvran Afrika, Phalacrocorax africanus
- morvran-guchenn, Phalacrocorax aristotelis
- morvran impalaerel, Phalacrocorax atriceps
- morvran skouarnek, Phalacrocorax auritus
- Phalacrocorax bougainvillii
- Phalacrocorax brasilianus
- morvran Campbell, Phalacrocorax campbelli
- morvran ar C'hab, Phalacrocorax capensis
- morvran Japan, Phalacrocorax capillatus
- morvran vras, Phalacrocorax carbo
- Phalacrocorax carunculatus
- Phalacrocorax chalconotus
- Phalacrocorax colensoi
- Phalacrocorax coronatus
- Phalacrocorax featherstoni
- Phalacrocorax fuscescens
- morvran India, Phalacrocorax fuscicollis
- Phalacrocorax gaimardi
- morvran Galapagos, Phalacrocorax harrisi
- Phalacrocorax magellanicus
- Phalacrocorax melanoleucos
- Phalacrocorax neglectus
- Phalacrocorax niger
- Phalacrocorax nigrogularis
- Phalacrocorax onslowi
- Phalacrocorax pelagicus
- Phalacrocorax penicillatus
- Phalacrocorax perspicillatus
- Phalacrocorax punctatus
- morvran gorr, Phalacrocorax pygmeus
- Phalacrocorax ranfurlyi
- Phalacrocorax sulcirostris
- morvran dremm ruz, Phalacrocorax urile
- Phalacrocorax varius
Rummatadur
Diouzh ar rummatadurioù e vez renket ar morvrini en urzhiad Pelecaniformes pe Ciconiiformes.
Sell ivez
Levrlennadur
- (troet gant) T Huon ha P. an Habask, Laboused an Arvor, Embannadurioù Al Lanv, 1984