Ornitorink
| |||
---|---|---|---|
un ornitorink o neuial
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Monotremata | ||
Kerentiad : | Ornithorhynchidae | ||
Genad : | Ornithorhynchus | ||
Anv skiantel | |||
Ornithorhynchus anatinus Shaw, 1799 | |||
Pelec'h e vez kavet | |||
Aostralia | |||
Prantad | |||
Kretase | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An ornitorink (Ornithorhynchus anatinus) zo ur bronneg bihan a vev en dour ha na gaver nemet e reter Aostralia.
Unan eus ar pemp spesad a ya d'ober an urzhiad Monotremata eo (ekidneed eo ar re all). En urzhiad-mañ emañ ar bronneged nemete a zozv vioù e-lec'h genel re vihan.
Neuz an ornitorinked
Tennañ a ra an ornitorinked d'an avanked : o c'horf hag o lost, ledan ha plat, zo goloet gant ur c'hreoñ gell. Tennañ a reont ivez d'an houidi : palvezek eo o favioù hag ur pigos o deus. 10 pe 15 cm eo o lost. Un drederenn brasoc'h eo ar pared evit ar parezed, met o ment, etre 40 ha 50 cm da gustum, a cheñch kalz eus an eil korn-bro d'egile, hep na vefe liammet gant an hin.
Ouzh daouuufern a-dreñv ar pared eo stag pep a flemm binimus. N'eo ket marvel e vinim evit an dud met degas a ra poanioù spontus ha koeñvadennoù a c'hall padout e-pad meur a viz. Marvel e c'hall bezañ ar flemmadenn evit ur c'hi pe loened bihan avat.
Bevañ a ra diouzh an noz ha spontidik-kenañ eo, hogozik diverzus. Marteze eo chomet bev ar spesad ragistorel iskis-se a-drugarez d'e lentegezh. Hanter-stlejvil hanter-bronneg, sellet e veze outañ evel ouzh ur gimera gwezhall. Hiziv e soñj ar skiantourien ez eo unan eus al loened zo en em gustumet ar gwellañ ouzh metoù Aostralia.
Gallout a ra chom dindan an dour e-pad pemp munut. Un neuier eus ar c'hentañ eo ha tremen a ra ar pep brasañ eus e amzer en dour. A-drugarez d'e greoñv doublet gant gwiadennoù lart e c'hall an ornitorink mont e stêrioù yenañ ar vro. Ne c'houzañv ket kenkoulz ar wrez ha faganiñ a ra goude seizh munut dindan an heol pa vez 35 °C. Goude e gouronkadenn ez a da guzhat en e zouarenn hep bezañ sec'het e vlevenn. Klask a veze war homañ gwezhall gant ar werzherien kroc'hen abalamour ma oa tomm-kenañ.
Stoufet e vez e zaoulagad hag e zivskouarn penn-da-benn gant ur pleg kroc'hen pa spluj. Implijout a ra e skiantoù all eta evit kavout e hent.
Notennoù
Levrlennadurezh
- Mammal Species of the World, A Taxonomic and Geographic Reference, trede embannadur, 2005 ISBN 0-8018-8221-4
- Harry Burrel, The Platypus, Rigby, 1927. Embannadenn nevez 1974. (ISBN 0-85179-521-8)
- Vie Sauvage - Encyclopédie Larousse des animaux, n°115, Larousse, 1992.
- Umberto Eco, Kant hag an ornitorink, 1999 (Kant e l'ornitorinco, 1997).
- Nat. Misc., 10, pl. 385-386.
Liammoù diavaez
- An ornitorink
- PBS.org
- An ornitorink e WikiFauna
- Emdroerezh ha mirerezh an ornitorink
- Poltred ur vi ornitorink
Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB