[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Aneirin

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Aneirin, skrivet Aneurin a-wechoù e kembraeg, pe Neirin mab Dwywei (war-dro 525 - 600) a oa ur barzh brezhonek, pe predenek eus ar VIvet kantved. Kontet eo da vezañ barzh e lez ur priñs en unan eus ar rouantelezhioù brezhon ha brezhonek a oa neuze er c'hreisteiz da vro ar Bikted, anvet e yezh Kembre yr Hen Ogledd , da lavarout eo an Hanternoz Kozh.

Kembread, Skosad, Breizhad

N'eo ket e Kembre e oa o chom eta, ac'hoel pa oa o skrivañ an oberenn a anavezomp, nag “e kembraeg” e skrive, daoust d'ar pezh a lavar tud zo (rak ar yezh-se ne oa anezhi nemet ur rannyezh vrezhonek d'ar c'houlz-se) met e yezh priñs bro ar Gododdin, a roe bod dezhañ, e brezhoneg kozh an enez, ur yezh tost-kenañ d'ar c'hembraeg, ha ken tost all da vrezhoneg an dud a oa krog da dreuziñ Mor Breizh trema Breizh Vihan. Lakaet eo bet an oberour da Skosad ivez war zigarez ma'z eo e Bro-Skos emañ bremañ ar vro ma oa o chom gwechall.

E varzhoneg veur

Anavezet eo e labour dre un dornskrid eus an XIII-vet kantved anavezet evel Llyfr Aneurin (Levr Aneirin), a oa bet damnevesaet ar yezh anezhañ e krenngembraeg, nemet e chome ennañ roud eus ur yezh kar un tamm mat koshoc'h. An oberenn anevezetañ digantañ eo Y Gododdin, un heuliad kanoù en enor da vrezelourien rouantelezh ar Gododdin a oa kouezhet o stourm a-enep ar Saozon en emgann Catraeth war-dro 603. Marteze eo eus kêr Catterick e Yorkshire pe eus Dawstane e Liddlesdale ez eus kaoz. N'eo ket aes gouzout da vat petra eo ster resis ar varzhoneg pa vez roet meur a zisplegadenn hervez an arbennigourien.

En ur varzhoneg e kaver ar meneg kentañ , a greder, eus Arzhur, evel pimpatrom an nerzh-kalon, hag ur brezelour kouezhet en emgann zo keñveriet outañ. A-hervez e vije bet Aneurin o kemer perzh en emgann-se ivez hag e vije bet prizoniad war-lerc'h.

Skridoù

Meur a droidigezh zo eus Y Gododdin e saozneg

    • gant William Forbes Skene en e Four Ancient Books of Wales (1866),
    • gant Thomas Stephens (1821-1875), embannet gant ar c'h-Cymmrodorion Society e 1888.

Hervez Stephens e vije bet Aneurin ur mab d'ar manac'h Gildas (pe Gweltaz), an istorour meur eus ar VI-vet kantved. Kement-se a zo diaes da grediñ, pa ouzer pegen feuls e skrive Gweltaz a-enep ar briñsed a veve en diroll hag er pec'hed.

An embannadur kentañ a dalvoudegezh a zo bet graet gant Ifor Williams gant notennoù e kembraeg, e 1938. Diwar e labour e voe graet un droidigezh all gant ar Skosad Kenneth H. Jackson e 1969.


Levrioù


Liammoù diavaez


Un anv

Roet e vez an anv Aneurin e Kembre, hag anavezet eo ar politikour sokialour Aneurin Bevan (1897-1960) a zo bet ministr breizhveuriat evit ar yec'hed. E Breizh eo an anv-se a gaver en anv parrez Plounerin, ha roet e vez an nav Nerin d'ar baotred.

Sant

Hervez tud zo e vije bet lakaet da sant: [[1]]. Kement-se a c'hallfe displegañ an anv Plounerin, nemet e vije anv ur sant all evel-just.

Nerin zo ivez un anv-badez brezhonek.

Pennad kar