[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Barack Obama

Eus Wikipedia
Stumm eus an 23 Ebr 2012 da 07:54 gant ChuispastonBot (kaozeal | degasadennoù) (r2.7.1) (Robot ouzhpennet: iu:ᐸᕌᒃ ᐅᐹᒪ)
Barack Obama e 2009 (poltred ofisiel ar Prezidant)

Barack Hussein Obama II (distaget /bəˈɹɑːk oʊˈbɑːmə/) (bet ganet d'ar 4 a viz Eost 1961 e Honolulu) zo anezhañ ur politikour eus ar Stadoù-Unanet, bremañ 44vet prezidant ar vro-mañ. Genidik e oa e dad eus Kenya hag e vamm eus Kansas. Studioù en deus graet e Skol-veur Columbia hag e Skol-veur Harvard. Senedour e oa bet dilennet e stad Illinois er bloaz 2005, hag eñ an hini yaouankañ eus holl senedourien ar vro.

Ezel eo eus ar Strollad demokrat, hag aet eo mit e garg oa hollek war ar renk evit dont da vezañ danvez-prezidant an demokrated evit dilennadeg prezidant ar Stadoù-Unanet e miz Du 2008. Gounezet en deus war Hillary Clinton evit bezañ danvez-prezidant ar strollad demokrat. D'ar 4 a viz Du 2008 eo bet trec'h war John McCain (republikan), ha dilennet eo bet da brezidant Stadoù Unanet Amerika. Kroget en deus gant e garg nevez d'an 20 a viz Genver 2009.

Bugaleaj ha studioù

E dad, Barack Obama Senior, a oa un ekonomour hag ur politikour eus Kenya, bet ganet e 1936 ha marvet e 1982 en ur gwallzarvoud karr-tan en Afrika. E dad-kozh a-berzh e dad a oa Hussein Onyango Obama (1895-1979), diwar-se e eil anv-bihan.

E dad a oa bet savet en un endro muzulman met dizoue e oa.

E vamm a oa Stanley Ann Dunham (1942-1995), ur plac'h wenn anezhi. Savet en un endro kristen, met agnostik e oa-hi. Diwar ur c'hrign-bev eo marvet.

Savet eo bet Barack Junior gant e dud-kozh a-berzh mamm. Torrdimeziñ a reas e dud e 1964, ha Barack ne welo e dad nemet ur wech en e vuhez, d'an oad a zek vloaz.

E 1965 ec'h addimezo e vamm gant un den eus Indonezia, bevañ a reas eno ganto e-pad 4 bloaz. En hanterc'hoar en deus bet, Maya Soetoro. Kelennerez eo-hi bremañ e Hawaii. E vamm-gozh, hi, a oa aet da Anaon dres a-raok ma vije aet an trec’h gant he mab-bihan d'an dilennadegoù prezidant.

Goude mont kuit eus ar skol e ra studioù uhel adalek 1979. Mont a ra da Skol-Veur Columbia (e kêr New York) ma tap un testeni war ar skiantoù politikel hag ispisializet war an darempredoù etrevroadel e 1983.

Tiegezh

Dimezet eo Barack Obama gant Michelle Obama abaoe 1992. Gwiraouez eo bet. Div verc'h a zo dezho, Malia Ann, bet ganet e 1998, ha Natasha ("Sasha"), bet ganet e 2001. Bevañ a raent e Chicago, met bremañ int deuet da chom d'an Ti Gwenn d’an 20 a viz Genver, 2009.

A-raok dont da brezidant

Dont a reas da vezañ senedour Illinois eus 1997 da 2004, ha senedour er C’hongress amerikan eus 2005 da 2008.

Amzervezh prezidant

Deuet eo Obama da vezañ Prezidant ar Stadoù-Unanet d'an 20 a viz Genver 2009.

Fall e oa stad an ekonomiezh pa oa bet anvet da Brezidant. Goulennet en deus digant ar C'hongress ur sammad dreistordinal a 787,000,000,000 a zollaroù evit klask lakaat un termen da giladenn an ekonomiezh. Graet eo bet ar Stimulus Bill eus ar plan-se gantañ. Degaset en deus arc'hant ivez d'ar bankoù ha d'ar c'hompagnuezhioù sevel kirri.

Liammoù diavaez



Prezidanted ar Stadoù-Unanet abaoe 1789
(gwelet ivez : Stadoù-Unanet AmerikaTi Gwenn)

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB