Black Guerrilla Family
Ar Black Guerilla Family, pe BGF (anvet ivez Black Family pe Black Vanguard) zo ur gang straed ha toull-bac'h afro-amerikan savet e 1966 gant George Jackson ha W.L. Nolen pad ma oant toullbac'het e prizon Stad San Quentin e Kontelezh Marin e Kalifornia.
Mennozhioù
Un aozadur dreistbeliour zu eo ar gang-se. Awenet gant Marcus Garvey, ar Black Guerilla Family (BGF) a oa bet diazezet evel ur strollad awenet gant al luskad Afro-Amerikan marksour-leninour. E-penn kentañ an aozadur en em wele evel unan reveulzier gant izili toull-bac'het. Palioù pennañ diazez an aozadur a oa da reiñ lamm d'ar gouennelouriezh, bevañ gant bri en toull-bac'h, ha diskar ar gouarnamant stadunanat.
Istor
Ar Black Guerrilla Family a oa bet savet gant George Jackson e San Quentin State Prison e-pad mare al luskad Black Power. Gant an amzer e oa deuet an aozadur da vezañ anzavet evel un aozadur torfedourien pe gang er Stadoù-Unanet. Hervez lod istorourien e vefe awen an Aryan Brotherhood da glask gant krouidigezh ar Black Guerrila Family er memes toull-bac'h, an aozadur dreistbeliour wenn a vefe un enep a-gren d'an aozadur dreistbeliour zu[1]. Pa voe kemmesket ar brizonidi hep derc'hel kont eus o orinoù e oant en em strollet hervez al livioù kroc'hen. Ar re zu er Black Guerrilla Family hag ar re wenn en Aryan Brotherhood.
Izili brudet
- Tavon White: Penn uhel d'an aozadur toull-bac'het e Kreizenn-dalc'h kêr Baltimore, peder gwardez anezhañ a voe dougerez ha pemp bugel a voe ganet[2].