[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Feur-emglev Granada

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
La rendición de Granada, taolenn gant Francisco Pradilla y Ortiz: ar sultan Boabdil a zilez Granada d'he reién d'ar rouaned Fernando II Aragon hag Isabel Iañ Kastilha.

Feur-emglev Granada a oa bet sinet d'ar 25 a viz Du 1491 etre Boabdil, sultan Granada, hag ar Rouaned katolik, Fernando II Aragon hag e bried Izabel Kastilha. Gantañ e voe echuet brezel Granada, boulc'het e 1482, ha seziz Granada kroget e nevezamzer 1491.

Hervez an emglev e oa un arsav-brezel da gentãn ha goude, e Genver 1492, deroidigezh ar galloud en Emiriezh Granada (savet pemp kant vloaz a-raok) d'ar rouaned katolik. Ar Vaoured (los Moros) a chome gante ar gwir da virout o relijion.

Koulskoude, goude an emsavadeg a c'hoarvezas e 1500 e tivizas Spagn e oa torret an emglev, ha lamet e voe o gwirioù digant ar vuzulmaned.

Heuliadoù

Evel meneget e divizoù ar feur-emglev e chomas Isabel ha Fernando mistri Granada, ha kuit ez eas ar roue Boabdil en deiz en-eeun ma tegouezhas an arme gristen. Evel-se ec'h echuas ar Reconquista, ur maread istorel boulc'het en 722 gant rouaned kristen al ledenez a oa o paouez skarzhañ ar galloud muzulman er-maez anezhi.

Tost da gant vloaz goude, en amzer ar roue Felipe II e c'hoarvezas emsavadeg ar vorisked . Diskennidi mored rouantelezh Granada, a asantas bevañ evel sujidi kurunenn Kastilha evit chom en o bro-se, en em savas gant armoù enep ar Gurunenn en 1568. Da-heul kement-se e voe skarzhet ar vorisked en 1609.

Pennadoù kar