[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Hengoad

Eus Wikipedia
Hengoad
Kalvar Keringant
Kalvar Keringant
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Hengoat
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton ar Roc'h-Derrien (betek 2015)
Landreger (abaoe 2015)
Kod kumun 22078
Kod post 22450
Maer
Amzer gefridi
Bernard Frémery
2014-2018
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger-Goueloù
Poblañsouriezh
Poblañs 223 ann. (2016)[1]
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 44′ 37″ Norzh
3° 11′ 50″ Kornôg
/ 48.7436111111, -3.19722222222
Uhelderioù kreiz-kêr : 50 m
bihanañ 9 m — brasañ 82 m
Gorread 6,19 km²
Lec'hiañ ar gêr
Hengoad


Hengoad a oa ur gumun eus Bro-Dreger e kanton Landreger, e departamant Aodoù-an-Arvor, e hanternoz Breizh.

Douaroniezh

  • War lez gwazh-dour Bizien emañ Hengoad.

Kumunioù amezek :

Anv

Par. de Hengoet, 1330

Hennegouet, 1371

Hengouet, 1380, 1450, 1486

Hengoat, 1505

Gwelet diwar : Hen = kozh + Koad. Talvoudegezh diasur.

Ardamezioù

En sabel, e erez dispaket en argant (ardamezioù ar familh Hengoad, 1427)

Istor

  • 24 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,90 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
  • Mervel a reas pemp den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[2].

XXIvet kantved

  • Kendeuzet e oa bet gant teir c'humun all d'ar 1 a viz Genver 2019 d'ober ur gumun nevez : Roc'h-ar-Yeodi[3].

Brezhoneg

  • D'an 26 a viz Genver 2010 e oa bet votet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

Monumantoù ha traoù heverk

  • Kastell Trolonk.
  • Kastell Rumain.
  • Iliz katolik Sant Vaodez (18.04.1846 / 04.1847).
  • Kalvar Keringant (XVIIvet kantved), bet enrollet ar 23 Du 1970.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Melestradurezh

Tud

Charlez-Mari Trolonk ar Ruvaen

  • Charlez-Mari Trolonk, marc'heg ar Ruvaen; bet ganet e Landreger an 30 Gwengolo 1743; letanant lestr ha marc'heg Sant-Loeiz 1778; kabiten lestr 1780. Tapet gantañ enezenn Sant-Visant (Antilhez-Vihan) war ar Saozhon ar 16 Mezheven 1779. Marvet en emgann vor an 10 Eost 1780.
  • Charlez-Gwilherm Trolonk, kont ar Ruvaen, bet ganet e Hengoad an 12 Genver 1770; niz Charlez-Mari, ha mab d'an hini e a bet lazhet e Hengoad e 1791. Penn chouanted bro Lannuon war dro 1799, dindan lezañv Pipi-Gouez, ha Tonnerre (Kurun). Plegañ e reas dirak isprefeti Lannuon ar 5 a viz Du 1800. Er bloaz 1818, e oa marc'heg Sant-Loeiz, ha penn skouadron archerien ar roue e La Rochelle.

Ardamezeg ar familhoù

de Baloré,

Aotrounez al lec'h se e Hengoad

En sabel e c'hastell en aour a zri dour ivez en aour
BegaignonAotrounez Pouldouran. Plezhek etre argant ha gul

Hengoun

Gevelliñ

Bro Kêr Betek
Iwerzhon Rinn an Scidígh (betek 2000, divodet bremañ)

Levroniezh

  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • (fr)Jean Maguer : Kanton ar Roc'h. Petite histoire du canton de La Roche-Derrien. Impram. Lannion. 1999

Pennadoù kar

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù