Jean Graton : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: pl:Jean Graton |
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: sv:Jean Graton |
||
Linenn 57: | Linenn 57: | ||
[[nl:Jean Graton]] |
[[nl:Jean Graton]] |
||
[[pl:Jean Graton]] |
[[pl:Jean Graton]] |
||
[[sv:Jean Graton]] |
Stumm eus an 27 Ebr 2012 da 16:31
Un treser ha senarioer bannoù-treset eo Jean Graton. Ganet e oa d'an 10 a viz Eost 1923 e Naoned. Krouer an heuliadenn Michel Vaillant an hini eo.
Buhezskrid
Dizoleiñ a ra Jean Graton ar sportoù dre glefusker dre micher e zad, komiser Klub marc'hoù-tan Naoned. Soñj en deus dont da welout 24 eur Ar Mañs gantañ pa eo yaouank tout. Dleout a ra ar Jean bihan labourat abred evel deskard junter betek 1943. Annezañ a ra e Brusel e 1947 (24 bloaz eo), un TGM junter gantañ nemetken. Labourat a ra e embregerezhioù bevaat ha bruderezh. Kregiñ a ra e 1951 da skeudennaouiñ Les Belles Histoires de l'oncle Paul a zo embannet er Journal de Spirou a-drugarez da Jean-Michel Charlier. Lakaat a ra e anv evit tresañ er Journal de Tintin ha embann a ra ennañ e dresadennoù kentañ e 1953. Lod anezho diwar-benn ar sport hag ar c'hirri zo embannet gant Le Lombard dindan an titl Ca c'est du sport ! e 1957.
Krouiñ a ra er memes bloaz an dudenn Michel Vaillant, e miz C'hwevrer. E 1959 eo embannet an albom kentañ gant Le Lombard. E wreg Francine a sikour anezhañ en ul livañ an tresadennoù. Homañ a zo senarioourez an heuliadenn Les Labourdet krouet espres kaer evit ar merc'hed e 1966. E 1972 eo krouet an heuliadenn Julie Wood.
Diazezañ a ra gant e vab Philippe Graton an ti-embann Graton Editeur e 1982. Krouiñ a reont e 1995 an heuliadenn Dossiers Michel Vaillant, pep albom dezhi dediet d'ur bleinier brudet. Krouiñ a reont e 2000 an heuliadenn Palmarès Inedit, tresadennoù Jean Graton eus ar bloavezhioù 1950-1960 enni. Sikouret eo ivez gant e vab Philippe evit azasaat Michel Vaillant d'ar sinema. Philippe Graton a zo e karg ar senariooù abaoe 1994 bremañ. Gurval ha Jean-Claude zo graet eus e vibien all.
War e leve emañ abaoe 2004, o vezañ o chom e departamant Var.
Prizioù
- e 1986 : Festival Bannoù-treset Morzine Avoriaz, priz a-ziforc'h "Le sport : Une oeuvre, un Auteur"
- e 1989 : Festival Bannoù-treset Han-sur-Lesse e Belgia, "Prix spécial d'exception pour l'ensemble de son oeuvre"
- e 2004 : priz meur an arzh e-pad Festival ar c'hirri
- e 2005 : anvet eo "Marc'heg Urzh Leopold" gant Belgia.
E oberennoù
Ar sportoù kirri
Sot eo Jean Graton gant ar sportoù dre geflusker, abalamour d'e vugaleaj e Naoned. Aet eo diwezatoc'h da sellout ouzh redadegoù kirri. Ober a ra anaoudegezh gant meur a vleiner. Isañ a ra e heuliadennoù bannoù-treset bleinerien zo da zibab ar micher-mañ.
Levrlennadur
- heuliad pajennadoù BT evit ar journal de Spirou : Les belles histoires de l'Oncle Paul (24 istor embannet e 12 albom e 1953-1954)
- Ca, c'est du sport ! (1 album, 1957)
- heuliadenn Michel Vaillant. E heuliadenn vrudetañ an hini eo, 96 albom enni, er Journal de Tintin abaoe 1957.
- heuliadenn Les Labourdet (9 albom eus 1967 da 2008)
- Un exploit de Michel Vaillant (1 albom, 1972)
- heuliadenn Julie Wood (12 albom, eus 1976 da 1980)
- Dossiers Michel Vaillant (9 albom, 1995-2008)
- Palmarès inédit (6 albom, 2000-2006)
Liammoù diavaez
- (fr) http://www.bedetheque.com/auteur-312-BD-Graton-Jean.html
- (fr) http://www.bdparadisio.com/scripts/detail.cfm?Id=391
- (en) http://lambiek.net/artists/g/graton_j.htm
- (fr) (nl) (en) Lec'hienn ofisiel Michel Vaillant
- (fr) http://vaillantfanclub.free.fr/ Fan Club