[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Kenaan

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Kenaan (hebraeg : כנען Kənáʿan) a zo un tiriad a yae eus su Fenikia (Tir ha Sidon) betek dezerzh an Negev er Bibl.

Amsklaer orin ar ger, dont a rafe eus anv Kenaan, unan eus mibien-vihan Noah. An annezidi a oa bodet e klanoù a voe argaset gant ar yuzevien. Rolloù anvioù a gaver e Levr ar C'heneliezh (Gn 10, 15-18)[1] hag e Levr an Adlezenn (Ad 7, 1-5)[2]

Daoust d'ar pezh a lenner e Levr an Adlezenn, « seizh pobl, niverusoc'h, ha kreñvoc'h egedout, hag en devo o laket an Aotroù dirazout, hag az po o dornet, ez anaouei[3] anezho, hep divizañ ganto emglev ebet, na kaout truez outo'' »[4], e chomas un darn eus ar pobloù-se e Kenaan hag e voe kalz dimezioùh a zoken azeulerezh an idoloù evel ma vez meneget e meur a lec'h er Bibl[5].

Un arouez kreñv eo : an "douar prometet" , an Douar a yeas Avraham davetañ goude bezañ bet galvet gant an doue, an Douar da aloubiñ gant sikour an doue, hag all.

Notennoù

  1. (br) p. 9 troidigezh An Tour-Tan, levrenn 1 : "Yevouzsiz, Emoriz, Gargashiz, Hiviz, Arkiz, Siniz, Arvadiz, Semariz hag Hamatiz"
  2. (br)Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 1, p 184 : "Hitiz, Girashiz, Emoriz, Kenaaniz, Priziz, Hiviz, Yevousiz"
  3. Soñjal e Gn 9, 24-27, pa voe milliget Kenaan, mab Noah hag hendad pobloù Kenaan, ha lakaet da servijer e vreur Shem, hendad Israel.
  4. Ad 7, 1-2, Troidigezh An Tour-Tan
  5. {(fr) Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, 1990, p. 49.