[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Persefone

Eus Wikipedia
Stumm eus an 25 Ebr 2012 da 12:36 gant ChuispastonBot (kaozeal | degasadennoù) (r2.7.1) (Robot kemmet: fa:پرسفونه)

Notenn: kavet e vo danvez all war ar bajenn-gazeal ma ranko bezañ enteuzet gant ar pennad-mañ

Persefone a oa un doueez en Hellaz kozh, merc'h da Zeus ha da z-Demeter. Da Hades e oa dimezet ha rouanez an Ifernioù e oa.

He far a oa e sevenadur Roma, Proserpina hec'h anv.

Hec'h anv

E gregach e oa Περσεφόνη / Persephónê hec'h anv. Gant Homeros e oa Περσεφόνεια / Persephóneia. Kore « ar plac'h yaouank », pe « ar plac'h », a veze graet anezhi ivez, e-skoaz Demeter, « ar vamm » (ἡ Μητὴρ / hê mêtềr).


Ar vojenn

Persephona, 1873-1877, at Tate Gallery, London. Painting by Dante Gabriel Rossetti
Distro Persefone gant Frederic Leighton (1891).

Ur plac'h kaer eus ar re gaerañ e oa Persefone ha desavet e oa e kuzh gant he mamm Demeter e Sikilia, hec'h enezenn muiañ karet. E koajoù Enna edo Persefone oc'h ebatal gant merc'hed Okean un deiz , o kutuilh bleunioù, pa bellaas da gutuilh ul loa-zour. Neuze eo e voe taolet evezh outi gant Hades, hec'h eontr, a c'hoantaas ober e rouanez anezhi. Hag eñ da skrapañ ar plac'h yaouank . Ha hi da c'harmal. Hag he mamm da glevout ha da zeredek, nemet re ziwezhat ec'h erruas war al lec'h. Kement-se a c'hoarvezas war lez lenn Pergusa, e Sikilia.

Pa ne oa bet gwelet netra gant den setu ma voe graet ganti he soñj da vont war-lerc'h hemerc'h nemeti e-pad nav deiz ha nav noz kent diskleriañ : « Naoneget e vo an douar keit ha ma ne gavin ket ma merc'h. »

Helios, an Heol, an hini a ziskulias neuze da Zemeter e oa Hades an hini en devoa skrapet he merc'h. Monet a reas an doueez betek dor an Ifernioù da gerc'hat he merc'h, met nac'h he daskor a eure Hades. Kaset e voe an tabut betek Zeus.

Zeus ne oa ket gouest anezhañ da ober e soñj, rak ne felle ket dezhañ chifañ na Demeter nag e vreur Hades. Pa welas e oa bet lonket seizh greunenn grenad, frouezh ar re varv, gant Kore, e voe anat dezhañ e ranke ar goantenn chom en Ifernioù.

Koulskoude e reas ur soñj all: Chom a raio Kore d'ober he Fersefona e-pad c'hwc'h miz en Ifernioù, war-dro he gwaz, he deus desket karout. Hag an nemorant eus ar bloaz ez aio en-dro war-c'horre, evel Kore, merc'h he mamm, da sikour an hini gozh e-pad labourioù tenn an Nevezamzer hag an hañv.

E-kerzh ar goañv eta e vez Persefone gant he gwaz, ha trist he mamm, ken e vez sec'h an douar ha difrouezh. Seblantout a ra bezañ pleget da chom rouanez ar Re varv, rak hervez ar mojennoù e vez a-du gant he gwaz atav. Diskouez a ra bezañ kriz ha kalet a galon.

Gouez da oberourien zo avat ne vije ket merc'h da Zemeter, met hini ar Stiks, pa'z eo bet a-viskoazh rouanez an ifernioù.

Gouez da dud all eo mamm Zagreüs, engehentet gant Zeus, ha troet e naer.

Ne gemer ket perzh er mojennoù nemeur, e-skoaz doueed zo, nemet en hini Adonis ha hini Pirithoos.

Persefone hag Adonis

Ur paotr yaouank,Adonis e anv, a oa Afrodite sot gantañ. Pa varvas e rankas diskenn d'an Ifernioù. Eno e plijas meurbet da Persefone. Afrodite avat ne oa ket evit gouzañv marv he muiañ-karet, dreist-holl pa wele eben gantañ en he lec'h. Ma eas da c'houl skoazell digant Zeus.

Ret e oa barn, barnet e voe: chom a rafe Adonis en Ifernioù e-doug un drederenn eus ar bloaz, ha mont a rafe da vevañ gant Afrodite un drederenn all. Evit ar peurrest, graio a garo.

(echuet e vo)

Azeul

Ur perzh bras he deus Persfone e lidoù un toullad kêrioù, evel Eleusis, Tebai, ha Mégara, hag ivez e Sikilia hag en Arkadia .

Mar deo doueez an ifernioù eo ivez, a orin da vihanañ, un doueez an edeier evel he mamm Demeter.

Gant tud Hellaz e oa liammet frouezhusted an douar ouzh ar marv. En deñvalijenn e veze miret an had e-pad an hañvezh, a-raok an Here. An distro d'ar vuhez goude an douaridigezh eo a zo aroueziet gant mojenn Perse fone, skrapet ha daskoret, et donne naissance aux rites des mystères d'Éleusis. Pour les fidèles, le retour sur terre de la déesse est une promesse formelle de leur propre résurrection.

Lidet eo mojenn Persefone e kevrinoù Samothrace, hag hevelebekaet eo ouzh an doueez Axiokersa.

Mammennoù