[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Timbroù Formoza (Taiwan) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1: Linenn 1:
[[File:Republic of Formosa Stamp .jpg|thumb|upright 0.8|left|Timbr 1886]]
[[File:Republic of Formosa Stamp .jpg|thumb|upright 0.8|left|Timbr 1886]]
E 1886 e voe aozet gant ar Gouarnour [[Liu Mingchuan]] servijoù ar post war an enezenn, deuet a nevez da dapout statud ur proviñs en impalaeriezh Sina. Timbroù a voe embannet ar bloaz-se.
E 1886 e voe aozet gant ar Gouarnour [[Liu Mingchuan]] servijoù ar post war [[Enez Taiwan]], deuet a-nevez da dapout statud ur proviñs en impalaeriezh Sina. Timbroù a voe embannet er bloaz-se.


[[File:20 Wén (制錢貳拾文) - Formosa, Qing Dynasty (大清臺灣郵政局) stamp (龍馬郵票) - 1896年 (光緒二十二年).png| thumb|upright 1.0|right|Timbr 1895]]
[[File:20 Wén (制錢貳拾文) - Formosa, Qing Dynasty (大清臺灣郵政局) stamp (龍馬郵票) - 1896年 (光緒二十二年).png| thumb|upright 1.0|right|Timbr 1895]]
Roet e voe an enezenn dre heg d’ar Japan goude sinadur [[feur-emglev Shimonoseki]] d’ar 17 a viz Ebrel 1895, a roas un dermen d’ar brezel etre Sina ha Bro ar Sav-Heol.
Roet e voe an enezenn dre heg da Japan goude sinadur [[feur-emglev Shimonoseki]] d’ar 17 a viz Ebrel 1895, a lakaas un termen d’ar brezel etre Sina ha Bro ar Sav-Heol.
Annezidi an enezenn a embannas ''Republik Formoza'' d’an 23 a viz Mae 1895, ur Stad dizalc’h berrbad a echuas 151 deiz goude (d’an 21 a viz Here), pa tilestras soudarded Japan. Trawalc’h e voe ar prantad-amzer evit embann un toullad timbroù avat gant an alc’hwez e sinaeg hepken.
Annezidi an enezenn a embannas ''Republik Formoza'' d’an 23 a viz Mae 1895, ur Stad dizalc’h berrbad a echuas 151 deiz goude (d’an 21 a viz Here), pa zilestras soudarded Japan. Trawalc’h e voe ar prantad-amzer evit embann un toullad timbroù avat gant an alc’hwez e sinaeg hepken.


[[File:Taiwan Local Issue stamp of 3sen by ROC.JPG| thumb|upright 0.7|left|Timbr Japan 1945]]
[[File:Taiwan Local Issue stamp of 3sen by ROC.JPG| thumb|upright 0.7|left|Timbr Japan 1945]]
E-pad an hanter-kant vloaz da heul e voe implijet timbroù Japan evit kas lizhiri e [[Taiwan]], anv all an enezenn.
E-pad an hanter-kant vloaz da heul e voe implijet timbroù Japan evit kas lizhiri e Taiwan, anv all an enezenn.
E miz Eost 1945 e rankas kodianañ Bro-Japan dirak trec’hourien an [[Eil Brezel-Bed]], met ar servijoù-post a gendalc’has da vont en-dro betek ar 21añ a viz Here 1945. Daou dimbr a voe embannet evit un implij war an enezenn : unan a dalvoud-gwerzh 3 sen, egile 5 sen, o kinnig ur sifr bras e-kichen skeudenn bleunienn an Hollsent, arouez bras Japan. Roet e voe Taiwan da Sina d’ar 25 a viz Here, met daoust da se un timbr diwezhañ (10 sen) gant an hevelep tresadenn a voe lakaet e gwerzh. Pemp timbr gant dalvoudegezhioù all a chomas diembann avat.
E miz Eost 1945 e rankas Bro-Japan kodianañ dirak trec’hourien an [[Eil Brezel-Bed]], met ar servijoù-post a gendalc’has da vont en-dro betek ar 21añ a viz Here 1945. Daou dimbr a voe embannet evit un implij war an enezenn : unan a dalvoud-gwerzh 3 sen, egile 5 sen, o kinnig ur sifr bras e-kichen skeudenn bleunienn an Hollsent, arouez bras Japan. Roet e voe Taiwan da Sina d’ar 25 a viz Here, met daoust da se un timbr diwezhañ (10 sen) gant an hevelep tresadenn a voe lakaet e gwerzh. Pemp timbr gant talvoudegezhioù all a chomas diembann avat.


[[File:Defence of kinmen and Matsu 1.40 Stamp.JPG|thumb|upright 0.8|left|Timbr 1959]]
[[File:Defence of kinmen and Matsu 1.40 Stamp.JPG|thumb|upright 0.8|left|Timbr 1959]]
Dreistmoullet e voe an holl timbroù-se, ar re embannet koulz hag ar re diembann, gant melestradurezh postoù [[Republik Sina]] gant ar gerioù « Republik Sina » ha « Proviñs Taiwan », ha lakaet e gwerzh d’ar a viz Du 1945. Daou dimbr japanek embannet e 1937 (5 ha 10 yen anezho) a voe dreistmoullet ivez.
Dreistmoullet e voe an holl dimbroù-se, ar re embannet koulz hag ar re diembann, gant melestradurezh postoù [[Republik Sina]] gant ar gerioù « Republik Sina » ha « Proviñs Taiwan », ha lakaet e gwerzh d’ar 4 a viz Du 1945. Daou dimbr japanat embannet e 1937 (5 ha 10 yen anezho) a voe dreistmoullet ivez.


A-hed ar bloaz 1946 e voe dreistmoullet an timbroù sinaek gant talvoudoù-gwerzh e [[sen]] hag ar meneg « Da vezañ implijet e Taiwan nemetken ».
A-hed ar bloaz 1946 e voe dreistmoullet an timbroù sinaat gant talvoudoù-gwerzh e [[sen]] hag ar meneg « Da vezañ implijet e Taiwan nemetken ».


Tra ma ‘z eo embannet [[Republik Pobl Sina]] e [[Beijing]] gant [[Mao Zedong]]) d’ar 1añ a viz Here 1949 e chomas er-maez beli ar Stad enezenn Taiwan, renet m’eo gant ar [[Kuomintang|Guomindang]], broadelourien a-enep komunour. An troc’h etre an enezenn ha Sina ar C’hevandir a gas ar velestradurezhioù da embann, pep hini diouzh he du, timbroù evit pep tiriad.
Tra ma voe embannet [[Republik Pobl Sina]] e [[Beijing]] gant [[Mao Zedong]]) d’ar 1añ a viz Here 1949 e chomas enezenn Taiwan e-maez beli ar Stad, renet m’eo gant ar [[Kuomintang|Guomindang]], broadelourien a-enep komunour. An troc’h etre an enezenn ha Sina ar C’hevandir a gas ar melestradurezhioù da embann, pep hini diouzh he zu, timbroù evit pep tiriad.


[[File:Chang-Kai-Shiek-Stamp.JPG|thumb|upright 0.8|right|Chang-Kai-Shiek Timbr 1953]]
[[File:Chang-Kai-Shiek-Stamp.JPG|thumb|upright 0.8|right|Chang-Kai-Shiek Timbr 1953]]
Liesseurt eo danvez an timbroù embannet e Taiwan : gizioù Sina, loened ar vro, savadurioù an enezenn… [[Tchang Kai-chek]] ha [[Sun Yat-sen]] a vez enoret alies gant un timbr ispisial da vare o zeiz-ha-bloaz
Liesseurt eo danvez an timbroù embannet e Taiwan : gizioù Sina, loened ar vro, savadurioù an enezenn… [[Tchang Kai-chek]] ha [[Sun Yat-sen]] a vez enoret alies gant un timbr ispisial da vare o deiz-ha-bloaz


== Pennad kar ==
== Pennad kar ==
• [[Timbroù Sina]]
• [[Timbroù Sina]]

[[Rummad:Taiwan]]
[[Rummad:Timbroù hervez ar vro|Taiwan]]

Stumm red eus an 3 Gou 2024 da 08:20

Timbr 1886

E 1886 e voe aozet gant ar Gouarnour Liu Mingchuan servijoù ar post war Enez Taiwan, deuet a-nevez da dapout statud ur proviñs en impalaeriezh Sina. Timbroù a voe embannet er bloaz-se.

Timbr 1895

Roet e voe an enezenn dre heg da Japan goude sinadur feur-emglev Shimonoseki d’ar 17 a viz Ebrel 1895, a lakaas un termen d’ar brezel etre Sina ha Bro ar Sav-Heol. Annezidi an enezenn a embannas Republik Formoza d’an 23 a viz Mae 1895, ur Stad dizalc’h berrbad a echuas 151 deiz goude (d’an 21 a viz Here), pa zilestras soudarded Japan. Trawalc’h e voe ar prantad-amzer evit embann un toullad timbroù avat gant an alc’hwez e sinaeg hepken.

Timbr Japan 1945

E-pad an hanter-kant vloaz da heul e voe implijet timbroù Japan evit kas lizhiri e Taiwan, anv all an enezenn. E miz Eost 1945 e rankas Bro-Japan kodianañ dirak trec’hourien an Eil Brezel-Bed, met ar servijoù-post a gendalc’has da vont en-dro betek ar 21añ a viz Here 1945. Daou dimbr a voe embannet evit un implij war an enezenn : unan a dalvoud-gwerzh 3 sen, egile 5 sen, o kinnig ur sifr bras e-kichen skeudenn bleunienn an Hollsent, arouez bras Japan. Roet e voe Taiwan da Sina d’ar 25 a viz Here, met daoust da se un timbr diwezhañ (10 sen) gant an hevelep tresadenn a voe lakaet e gwerzh. Pemp timbr gant talvoudegezhioù all a chomas diembann avat.

Timbr 1959

Dreistmoullet e voe an holl dimbroù-se, ar re embannet koulz hag ar re diembann, gant melestradurezh postoù Republik Sina gant ar gerioù « Republik Sina » ha « Proviñs Taiwan », ha lakaet e gwerzh d’ar 4 a viz Du 1945. Daou dimbr japanat embannet e 1937 (5 ha 10 yen anezho) a voe dreistmoullet ivez.

A-hed ar bloaz 1946 e voe dreistmoullet an timbroù sinaat gant talvoudoù-gwerzh e sen hag ar meneg « Da vezañ implijet e Taiwan nemetken ».

Tra ma voe embannet Republik Pobl Sina e Beijing gant Mao Zedong) d’ar 1añ a viz Here 1949 e chomas enezenn Taiwan e-maez beli ar Stad, renet m’eo gant ar Guomindang, broadelourien a-enep komunour. An troc’h etre an enezenn ha Sina ar C’hevandir a gas ar melestradurezhioù da embann, pep hini diouzh he zu, timbroù evit pep tiriad.

Chang-Kai-Shiek Timbr 1953

Liesseurt eo danvez an timbroù embannet e Taiwan : gizioù Sina, loened ar vro, savadurioù an enezenn… Tchang Kai-chek ha Sun Yat-sen a vez enoret alies gant un timbr ispisial da vare o deiz-ha-bloaz

Timbroù Sina