[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Toruń

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Ti-kêr kozh Toruń (Ratusz)
Kreiz kêr Toruń

Toruń (Thorn en alamaneg, Torń e kachoubeg) zo ur gêr eus Polonia, e hanternoz ar vro, war ribl ar stêr Wisła (Vistula). Annezet eo gant 203 158 a dud (2014). E Toruń e oa bet ganet ar steredoniour Nicolaus Copernicus; war roll lec’hioù glad bedel an UNESCO emañ kreiz kêr abaoe 1997 ha brudet eo he savadurioù arzel, ouzhpenn 300 anezho. Savet e voe kêr e 1230-1231, gant marc’heien an Urzh Teutonek. E-pad ar Grennamzer e oa unan eus kêrioù an Hansa. Ur gêr alamanek e voe e-pad kantvedoù, betek 1920, pa rankas an Impalaeriezh alaman he lezel gant Polonia, goude ar Brezel-bed Kentañ.

Kêrioù gevellet

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.