[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Toull

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Toulloù graet en ur roc'h

Un toull zo ur c'hleuz, pe un digor, naturel pe artifisiel, a-dreuz ur gorre bennak.

Fetis

Ober toulloù

Toulloù a vez graet

  • en douar,
    • da hadañ,
    • da lakaat korfoù er beredoù,
    • da glask traoù en douar, d'ober mengleuzioù
    • da gousket, evit loened zo (broc'h, louarn): implijet e vez ar ger neuze evel loch pe ti;
      • mont d'e doull a zo kement ha mont d'ar gêr ha reiñ peoc'h d'ar re all
  • en dilhad, pa vezont drailhet,
  • er mogerioù, pa lakaer dor pe brenestr enne
  • er plenk, pa reer arrebeuri
  • er c'hig pe er c'hroc'hen, pa lakaer gwalennoù ouzh an divskouarn pe e lec'h all

Komz a reer ivez eus meur a dra all:

  • an toull, anv dizereat graet eus gouhin ar merc'hed gant paotred zo
    • evel er c'hantik distummet: Itron Varia Beg ar Raz, C'hwi 'peus un toull Me 'm eus ur vazh
  • an toull-revr , pe ar fraezh
  • toull an nor: an toull er voger e-lec'h m'emañ an nor
  • toull ar park: an tremen da vont er park etre daou benn ar c'hleuz
  • an toull-karr: al lec'h ma tremen ar c'harr da vont en ur porzh
  • toull ar c'hi: e loj
  • toull ar c'hazh: ur c'hoari
  • an toulloù-noz, pe boestoù-noz
  • an toull-bac'h
    • Mont d'an toull zo kement ha mont d'ar vac'h
  • an toull gaou, an toull kontrol: an toull ma ne dle ket ar boued tremen
    • Aet eo dre an toull gaou a lavarer da unan a dag en ur zebriñ
  • toull an avel: al lec'h ma teu an avel
  • toull ar glav: al lec'h ma teu ar glav
  • an toull du , e fizik
  • an toull en ozon

Difetis

  • Mont d'e doull: plegañ d'unan bennak en ur serriñ e veg, evel ur c'hi pa vez bet kastizet
  • Disac'hañ eus un toull: bezañ divec'hiet, diac'hubet, goude bet en ur gwallblegenn

Troioù-lavar

  • Toull eo da c'hroñj? a vez laret d'an hini a ver an evaj eus e c'henoù.

Lec'hanvadurezh

Lennegezh

Kanaouennoù

  • Delioù Koad Keryaou, a zo toullet ha didoullet....
  • Ur ganaouenn dizereat: Tri zoull he deus ma mestrez...

Pennadoù kar a bell pe a dost

  • Toul, ur gêr eus Bro-C'hall, e Loren, brudet he gwin (Gris de Toul).
  • Toulouse, brudet da vezañ al lec'h lousañ war an douar, hervez bugale ar porzhioù-skol, en amzer ma veze brezhoneg yezh ar porzhioù-skol e Breizh-Izel.