[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Brezelioù etre Maisor ha Bro-Saoz

Eus Wikipedia
Brezelioù etre Maisor ha Bro-Saoz
brezel
Lec'hSouth India Kemmañ
Daveennoù douaroniel13°0′0″N 77°0′0″E Kemmañ
Deiziad kregiñ1767 Kemmañ
Deiziad echuiñ1799 Kemmañ
PerzhiadStad Maisor, British East India Company, Maratha Empire, Nizam of Hyderabad Kemmañ
Map
Haidar Ali, engravadur gant Pierre Adrien Le Beau, e 1762.

Meur a vrezel a voe etre Rouantelezh Maisor ha Bro-Saoz, pe ar British East India Company, e dibenn an XVIIIvet kantved. E tu ar Saozon e kaved ivez kengevredad ar Varated ha Nizam Hyderabad. Hyder Ali ha Tipu Sultan war e lerc'h a vrezelias war pevar zalbenn war un dro, ouzh ar Saozon er c'hornôg, er c'hreisteiz hag er reter, hag armeoù ar Varated hag an Nizam en hanternoz.

Er pevare brezel e voe trec'het ha lazhet Tipû Sâhib, diskaret e rouantelezh, ha kemeret ar vro gant ar British East India Company, a oa neuze mestr war an darn vrasañ eus India.

Ar brezelioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tipû Sâhib o kodianañ, livadur gant Robert Home, a-raok 1797.

En 1789 e fellas da Dipû Sâhib kreskiñ e rouantelezh hag aloubiñ a reas Travancore, a oa gwarezet gant ar Saozon. Bro-C'hall n'hallas ket dont d'e skoazellañ evel boaz, hag evel m'edo Tipû Sâhib o c'hortoz, abalamour d'an Dispac'h gall nevez krog.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Edward Thornton (Hrsg.): The History of the British Empire in India. Adamant Media Corporation, 2001, ISBN 0-543803295 (EA London 1843)
  • George Alfred Henty: The Tiger of Mysore. A Story of the War with Tippoo Saib. BiblioBazaar, 2007, ISBN 978-0554151915 (Roman, EA London 1896)
  • Richard Holmes: Wellington. The Iron Duke. Taschenbuchausg. HarperCollins, London 2003, ISBN 0-00-713750-8.