[go: nahoru, domu]

Bruno Kreisky (ganet d'an 22 a viz Genver 1911 e Vienna, marv er memes lec'h d'an 29 a viz Gouere 1990) a oa ur politiker eus Aostria.

Bruno Kreisky e 1983

E vuhez

kemmañ

Eus ur familh yuzevien e oa Bruno Kreisky, met distreiñ a reas diouzh relijion e familh pa oa studier. Studioù war ar gwir a reas e skol-veur Vienna, hag en amzer-se ez eas e-barzh Strollad Sokial-demokrat Aostria (SPÖ). Toullbac'het e voe abalamour da se, e 1935 ha 1936, hag adarre e 1938, goude an Anschluss. Ur wech lezet da vont e kuitaas Aostria da vevañ en harlu e Sveden betek 1946. Goude an Eil Brezel-bed e voe anvet da gannadour Aostria e Sveden. Er bloavezhioù 1950 e kemeras perzh, evel sekretour evit an aferioù diavez er gañsellerezh, el labour da sevel Feur-emglev Stad Aostria (1955), ar feur-emglev a lakaas fin da zalc'hidigezh Aostria gant armeoù ar Gevredidi hag a adsavas stad Aostria. Dilennet e voe da gannad sokial-demokrat, evit ar wech kentañ, e 1956. Kannad e voe en betek 1983.

Ar politiker

kemmañ

Ministr an Aferioù estren e voe e-pad dek vloaz (1956-1966). E-pad an amzer-se e taolas evezh ouzh neptuegezh Aostria hag e labouras da lakaat e vro e-barzh Kevredigezh Europat ar C’henwerzh Dieub. Klask a reas ivez emglevioù gant ar stadoù nes evit diskoulmañ ar c’hudennoù minorelezhioù : alamanegerien Tirol ar Su en Italia, slovenegerien ha kroategerien en Aostria.

Etre 1967 ha 1983 e voe e penn ar Strollad social-demokrat (SPÖ) hag e 1970 e teuas da vezañ kañseller Aostria, betek 1983. War meur a dachenn e voe degaset kemmoù war-vad e buhez tud Aostria, dindan e ren, hep nemeur a enebiezh a-berzh ar virourien, ha barrek e oa Kreisky da lakaat tremen e soñjoù er mediaoù. War an dachenn etrebroadel e tapas brud ivez. An hini kentañ e voe e-touez renerien stadoù Kornôg Europa oc’h anavezout Republik Demokratel Alamagn pe an Aozadur evit Dieubidigezh Palestina. Asambles gant Willy Brandt, Anwar Sadat ha Shimon Peres e reas kinnigoù evit degas ar peoc'h etre Israel hag ar broioù arab er Reter Nesañ.

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.