[go: nahoru, domu]

Deiziadur an azvent

Deiziadur an azvent zo un deiziadur evit lakaat ar vugale da c'hortoz Nedeleg e-pad an Azvent. Ur skeudennig a glot gant pep deiz eus an Azvent, kuzhet alies en ur prenestrig digoret bemdez gant ar bugel. Ijinet e oa bet e fin an XIXvet kantved ha deroù an XXvet kantved gant al luteriz alaman.

Un deiziadur an azvent o taolenniñ an Tad-kozh Nedeleg en e stlejell.

Cheñch a ra deiz kentañ an Azvent en hengoun kristen, eus ar 27 a viz Du d'an 3 a viz Kerzu e c'hall bezañ. Kalz deiziadurioù an azvent a grog d'ar 1añ a viz Kerzu eta.

Taolennet e vez kraou Nedeleg pe Sant Nikolaz gant deiziadurioù an hengoun kristen, pe gweledvaoù ar goañv, an Tad Nedeleg pe temoù a bep seurt (sport, teknologezhioù...) gant ar re zigristen. E-barzh prenestrigoù deiziadurioù an azvent zo ez eus kuzhet ur skeudenn, a-wechoù ur barzhoneg bihan, un arroud eus ar Bibl pe un istor bennak (evel hini ar c'hinivelezh), ur bedenn, ur chokoladenn pe ur c'hoariellig bennak. Ur c'hoari pe ur miltamm a c'hall bezañ moullet e kein an deiziadur ivez.

Deiziadurioù an azvent bev a vez savet gant kalz kêrioù. E broioù Skandinavia emañ ar Julekalender, un deiziadur an azvent e stumm un abadenn skingomz pe skinwel evit ar vugale, an dud gour pe an holl.

Skeudennaoueg

kemmañ