[go: nahoru, domu]

Ur pennad Gwerenn zo ivez.


Ur werenn zo ul lestr graet en gwer peurvuiañ ma lakaer died, pe evaj da evañ ouzh taol peurvuiañ.

Gwerenn ordinal
Ur werenn roman eus an IIIde kantved

Kemm a vez etre ar gwer hervez o stumm, o ment, o zevder, pe hervez pezh a lakaer e-barzh. Darn zo hir ha moan, re all kofek, darn o devez un troad, re all n'o devez ket. Brasoc'h e vez ar gwer bier, bihanoc'h ar re ma lakaer gwin, ha bihanoc'h c'hoazh ar re ma lakaer diedoù kreñv peurvuiañ.

Gwer bier

kemmañ

Meur a seurt zo anezho ivez. Darn o devez un troad hag a zo kofek ha ledan. Kement-se a zo ivez hervez pegement a lakaer e-barzh: 0,25 pe 0,33 cl peurvuiañ. En ostalerioù e vez merket endalc'h ar gwer war ar bier alies.

Gwer brasoc'h, pintoù, zo e Breizh-Veur.

Ouzhpenn gwer zo da evañ bier : listri metal ha pri zo ivez. E Breizh-Veur e vez graet tankard eus ul lestr gant ur skouarn, e pri, metal a-wechoù, e lêr pe koad zoken gwechall.

Gwer gwin

kemmañ

Gwer bihan

kemmañ

Ar gwer bihan zo graet da servij hini kreñv ha da vuzuliañ.

Pennadoù kar

kemmañ

Skeudennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ