[go: nahoru, domu]

Kastell Gwitreg
An nor vras ha tour Sant Laorañs.
An nor vras ha tour Sant Laorañs.
Anv gallek Château de Vitré
Marevezh pe stil Roman, gotek, azginivelezh, nevezc'hotek
Doare kastell Kastell-kreñv
Deroù ar savidigezh XIvet kentved
Dibenn ar savidigezh 1913
Perc'henn kentañ Roparzh I Gwitreg
Perc'henn
a-vremañ
Kêr Witreg
Implij a-vremañ Maerdi, mirdi
Gwarez Monumant Istorel Monumant istorel (1872)
Lec'hiadur
Daveennoù lec'hiañ 48° 07′ 28″ N, 1° 12′ 55″ K
Bro Breizh
Departamant Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen
Bro hengounel Bro-Roazhon Bro-Roazhon
Kumun Gwitreg
Lec'hienn ofisiel chateau.vitre.bzh

Kastell Gwitreg a oa bet savet er Grennamzer e Gwitreg, e reter Bro-Roazhon, tost d'an harzoù etre Breizh ha Bro-C'hall.

Ur voudenn-gastell e oa ar c'hastell kentañ a voe savet e Gwitreg, el lec'h m'emañ bremañ iliz ar Groaz Santel. Ur c'hastell graet gant koad e oa, ha devet e voe meur a wech.

Ar savadur mein kentañ a voe savet war-dro 1050 gant baroned Gwitreg, war un dorgenn a-us ar stêr Gwilen. E-touez an aspadennoù eus ar savadur-se ez eus un nor vras, er c'hiz romanek. En XIIIvet kantved e voe brasaet ar c'hastell gant ar baron Andrev III, a roas dezhañ ar stumm tric'hornek en deus bremañ. Gantañ ivez e voe savet mogerioù-difenn en-dro da Witreg, etre 1220 ha 1250.

Goude marv Andrev III e tremenas ar c'hastell etre daouarn konted Laval. Dre ma oa bet kemeret kêr Laval gant ar Saozon e 1428, en em stalias konted Laval e kastell Gwitreg e-pad ouzhpenn ur c'hantved. Ganto e voe brasaet ar c'hastell c'hoazh, er XVvet kantved. D'ar mare-se e voe graet al labourioù-difenn diwezhañ, gant an nor-dal, ur pont-gwint doubl, an tour Sant-Laorañs (an tour-meur, lakaet warnañ digoroù evit kanolioù) ha tour Madalen. E 1487, e-pad ar brezel etre Breizh ha Bro-C'hall, e voe lezet soudarded c'hall Charlez VIII da zont tre er c'hastell, hep emgann ebet, gant Guy XV Laval.

Labourioù kempenn a bep seurt a voe graet er c'hastell goude se, evel pa voe savet un orator e 1530. Breujoù Breizh a gavas repu teir gwech er c'hastell e dibenn ar XVIvet kantved (e 1564, 1582 ha 1583), pa oa ar vosenn oc'h ober he reuz e Roazhon.

Perc'hennet e oa ar c'hastell gant tiegezhioù Reoz ha Cologny etre 1547 ha 1605, ha d'ar c'houlz-se e oa unan eus kreñvlec'hioù ar Brotestanted. E 1589 e voe lakaet seziz war ar c'hastell, e-pad pemp miz, gant dug Mercœur, met en aner. E 1605 e tremenas ar c'hastell etre daouarn tiegezh Trémoille, genidik eus Poatev, ha chom a reas ganto betek an Dispac'h gall. Dilezet e voe ar c'hastell er XVIIvet kantved ha war an diskar ez eas goude-se.

En XIXvet kantved e oa ur prizon el lodenn norzh eus ar c'hastell (tour Madalen). E 1876-1877 e teuas da vezañ ur c'hazarn evit reiñ bod da soudarded war droad.

Prenet e voe ar c'hastell gant an ti-kêr e 1820. Hag e 1872, hag adarre e 1902, e voe renket e-touez ar monumantoù istorel. Labourioù adkempenn a voe kaset da benn, adalek 1875, renet gant an tisavour Darcy. Diwar atiz Arthur de La Borderie e voe digoret ur mirdi bihan ennañ, e 1876. An ti-kêr a voe savet e porzh ar c'hastell, gant an tisavour Paul Grout, er bloavezhioù 1902-1913.

Unan eus kestell meurdezusañ Breizh eo kastell Gwitreg.

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.