[go: nahoru, domu]

Marc'heg (marc'hegiezh)

Ur marc'heg (liester: marc'heien) e veze un den houarnwisket ha pignet war ur marc'h evit brezeliñ eus Europa ar grennamzer da gentañ. Peurliesañ e veze graet marc'heg un den eus an noblañs bihan a zalc'he ur glenn. An titl a veze hêrezhet a dad da vab, pe gallout a reed bezañ roet dre ar benedictio militis (an adoubmant) gant un denjentil all a-drugarez d'e gurioù milourel.

Skeudenn Hartmann von Aue, ur marc'heg er grennamzer, w.d. 1300

Betek an XVvet kantved e veze gwelet ar marc'heien evel tudjentil a rank izel a-walc'h, hogen e veze implijet ar ger diwezhatoc'h evit tud an noblañs a rank uheloc'h hag a oa floc'hien ganto.

Marc'heien a c'halle bezañ ezel un urzh marc'hegiezh, evel an urzh Teutonek, urzh an Templ, urzh Malta (Urzh Sant-Yann Jeruzalem gwechall), Urzh Sant-Lazar, hag all.

Un nebeud marc'heien zo anavezet c'hoazh.