Pô (departamant)
- Ur pennad Po zo ivez.
Pô (Po en italianeg) zo anv un departamant gall en Italia krouet gant armeoù gall Napoleone Buonaparte. Torino a oa ar pennlec'h anezhañ.
Istor
kemmañKrouet e voe pa voe aloubet Rouantelezh Sardigna gant ar jeneral Buonaparte e 1802. Klotañ a ra dre vras gant proviñs Torino hiriv.
Da gentañ e oa anvet Éridan, anv ar stêr Po e mojennoù Hellaz kozh, met d'an 20 a viz Gwengolo e voe advadezet dre un dekred sinet gant pennmelestrour Piemonte, ar jeneral Jean-Baptiste Jourdan, ha roet dezhañ anv italianek ar stêr.
Arondisamantoù
kemmañTri arondisamant a oa: Torino, Susa ha Pinerolo. Mont a reas da get pa voe distrujet an Impalaeriezh C'hall e 1814.
Prefeded
kemmañ- 26 Eost 1802–1805—Victor Hercule Joseph Ferdinand comte de Lavilla de Villasteloni
- 1805–1808—Pierre Loysel
- 1808–1809—Étienne Vincent Marnolia
- 19 C'hwevrer 1809–1813—Alexandre Théodore Victor de Lameth baron de Lameth