Roll an impalaerien roman
Kinniget eo amañ roll an impalaerien roman betek fin Impalaeriezh roman ar C'hornôg, gant deiziadoù ren pep hini anezho.
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ | |
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
Ret eo kaout soñj ne dalveze an termen latin imperator, a deuio ar ger "impalaer" anezhañ, nemet da ober anv eus ur garg vilourel a-douez an holl gargoù all dalc'het gant un den. Da envel an impalaer e rae ar Romaned gant an anv "Kaezar" (Caesar) kentoc'h, ha dreist-holl gant "Aogust" (Augustus).
Soñjal a rae an dud e oa kar an holl impalaerien da Gaezar mod pe vod, ha ma ne oa ket dre ar gwad e oa e-giz pa vijent bet advabet gantañ, hag ul liamm familh speredel a oa etrezo ha Kaezar ; gwir eo e oa an impalaerien gentañ eus familh Kaezar.
Aogust
kemmañEn desped d'ar pezh a c'halljed soñjal, n'emañ ket Caius Julius Caesar e-touez an impalaerien roman. August eo a seller outañ evel an impalaer kentañ, ha meur a abeg zo da se.
- Eñ eo, ha neket Kaezar, a lakaas un termen d'ar prantad distabilded politikel en deus merket dibenn ar Republik roman ;
- Eñ eo, ha neket Kaezar, a zeuas a-benn da gavout ur c'hempouez etre ur galloud nevez kreñv a-walc'h evit chom en e sav hag an ensavadurioù republikan kozh a zo padet daoust da bep tra.
- A-benn ar fin eo bet drouklazhet Kaezar dre ma kave da lod ne zouje ket d'an ensavadurioù-se : dre heg e oa bet anvet da "ziktatour" (dictator) da viken e 45 kt JK, ha pourmen a rae e galite e Roma end-eeun gant e serc'h Kleopatra (rouanez Egipt).
- Diwall mat a reas Aogust da zoujañ d'an ensavadurioù kozh, ar Sened peurgetket ha, kontrol da Gaezar, e ouias ren ur vuhez prevez eeun hep re a bompadoù (
me n'on nemet primus inter pares – kentañ keodeour Roma
, emezañ). E-keit-se e kendalc'he da verniañ kargoù politikel, relijiel ha milourel war e anv.
- Gantañ e voe kaset da benn an adreizhadennoù a oa bet embannet gant Kaezar, hep o lakaat da dalvezout. Evel-se e roas d'an Impalaeriezh un tres armerzhel ha kevredigezhel disheñvel-mat diouzh ar pezh a oa bet re ar Republik.
Impalaerien betek diskar an Impalaeriezh
kemmañImpalaeriezh uhelañ
kemmañ-
Kronologiezh eeunaet an Impalaerien : Impalaeriezh uhelañ
Impalaeriezh uhelañ | ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
|
|
|
Enkadenn an IIIe kantved hag an Impalaeriezh diwezhañ
kemmañ-
Kronologiezh eeunaet an Impalaerien : Marevezh etre hag Impalaeriezh diwezhañ
Bet eo Teodosius Iañ an Impalaer diwezhañ o ren da vat war an Impalaeriezh Roman a-bezh. E zaou vab a renas war e lerc'h :
Eeunaet eo an daolenn a-is :
- N'eo ket meneget enni an darn vrasañ eus ar skraperien, dreist-holl re marevezh an "30 tiran", lodenn zuañ an anarkiezh vilourel ha bet anvet evel-se abalamour d'an niver a skraperien c'halloud emanvet Impalaer (Tiran evit gwir);
- An Impalaerien merket Kaezar n'int ket bet Aogust gwech ebet;
- Pa'z eus bet meur a Impalaer o rannañ ar galloud etrezo eo merket Reter pe Kornôg hepken, hep mui a vunudoù; ouzhpenn n'eo ket padet an holl rannoù galloud atav hag Impalaerien zo, bet lakaet e penn ur ranndir bennak e penn-kentañ, zo en em gavet e penn an Impalaeriezh a-bezh da c'houde (da skouer : Kustentin Iañ, bet an Impalaer nemetañ etre 324 ha 335 ).
Tun memor
kemmañUn tun memor zo evit derc'hel soñj eus roll an 12 Impalaer roman kentañ (Kaezar e-barzh). N'eus ken sevel ur frazenn aes da zerc'hel soñj anezhi ma ya pep silabenn d'ober deroù anv un Impalaer :
"Kaezaotika, Klaonegalo, Vivestido" (Kaez | ao | ti | ka | klao | ne | gal | o | vi | ves | ti | do)
Kaez => Kaezar ; ao => Aogust ; ti => Tiber ; ka => Kaligula ; Klao => Klaoda ; ne => Neron ; gal => Galba ; o => Othon ; Vi => Vitellius ; ves => Vespazian ; ti => Titus ; do => Domitian
Gallout a reer astenn ar frazenn-mañ da Impalaerien all. Dont a ra da vezañ : "Kaezaotika, Klaonegalo, Vivestido, Netrajhadan, Marcosepca" (Kaez|ao|ti|ka|klao|ne|gal|o|vi|ves|ti|do|ne|traj|had|an|mar|co|sep|ca)
|
|
E 476 e oa aet da get Impalaeriezh roman ar C'hornôg pa voe torret Romulus Augustus, an Impalaer diwezhañ, eus e garg gant Odowakar.
Gwelet Roll Impalaerien Bizantion
Aet eo da get e 1453 Impalaeriezh roman ar Reter, bet anvet ivez Impalaeriezh vizantion adal ar Grennamzer uhelañ, p'eo bet preizhet Kergustantin gant an Durked.