[go: nahoru, domu]

Sarthe (departamant)

Sarthe
Sarthe (departamant)
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro  Broioù al Liger
Pennlec'h
(prefeti)
Ar Mañs
Isprefetioù La Flèche
Mamers
Prezidant ar c'huzul-departamant Dominique Le Mèner (LR)
Prefed Emmanuel Aubry
Kod EBSSA 72
Kod ISO 3166-2 FR-72
Kod Eurostat NUTS-3 FR514
Poblañsouriezh
Poblañs 566 993 ann. (2020)[1]
Stankter 91 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 48° 00′ 00″ Norzh
0° 19′ 01″ Reter
/ 48, 0.317
Gorread 6 206 km²
Adrannoù
Arondisamantoù 3
Pastelloù-bro 5
Kantonioù 21
Etrekumuniezhioù 16
Kumunioù 354

Ar Sarthe, pe ar Seurzh[2], a zo unan eus departamantoù Frañs (niverenn 72) e kornôg Frañs e rannvro Broioù al Liger. Ar Mañs eo ar pennlec'h anezhañ.

Arondisamantoù ar Sarthe :

Douaroniezh

kemmañ

E anv a zeu eus ar stêr Sarthe a red eus Norzh da Su an departamant war-zu al Liger dre ar Maine, e departamant Maine-et-Loire. Kavout a reer ivez an Huisne hag al Lez.

Estreget kêr ar Mañs eo dreist-holl maezioù a gaver ennañ, gant ar c'harzhaoueg. An Norzh a zo heñvelikoc'h ouzh Normandi eget an Su. Al lodenn vrasañ eus an departamant zo plaen, nemet e gwalarn anezhañ emañ Alpoù Sarthe, menezioù izel a-walc'h (217 m. war menez Haut-Fourché). La Flèche eo eil brasañ kêr an departamant.

Savet e oa bet da heul Dispac'h Frañs d'ar 4 a viz Meurzh 1790. A-raok e rae ar Sarthe hag ar Mayenne un broviñs nemetken, proviñs ar Maine.

Tud brudet

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Commons 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. "Seurzh" hervez KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)