den
Brezhoneg
- Kavet en henvrezhoneg den.
- Meneget er C'hatolikon (den).
- Da geñveriañ gant ar gerioù dyn en kembraeg, den en kerneveureg, duine en iwerzhoneg, donios en galianeg.
Indezeuropeg |
Henamzer uhel Kentkeltiek h.a. |
Henamzer Predeneg h.a. |
Krennamzer uhel Henvrezhoneg h.a. |
Krennamzer izel Krennvrezhoneg h.a. |
Amzerioù modern Brezhoneg h.a. |
Yezhoù all |
*dʰéǵʰōm(en) | *gdonyos(en),[1] | *dün(en) | don, den | den | ||
den | den | Kerneveureg | ||||
dyn | dyn | Kembraeg | ||||
xtonion (gdonios)[2] | Galianeg |
Anv-kadarn
den /ˈdẽːn/ gourel, (liester : tud, denion, denioù, furm vihanaat denig)
- an den : an-unan
- Nag a drubuilh en devez an den war an tamm douar-mañ. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 550.)
- Ar re-se a soñj gante n’en devez sort an den d’ober. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 193.)
- Kaset e ve an den war ar c'herzhed ma rafe se — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 253.)
- ma den: ma fried, ma gwaz (e Treger dreist-holl):
- ... evit ma teuje an holl vadoù, he re ha re he den diwezhañ d'he merc'h Katell. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/1, Al Liamm, 1984, p. 293.)
- -Ma den en deus tapet anezhañ er jardin. -Laret d'ho ten dont d'am c'havout disul gentañ, ha degas gantañ an evnig. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 137.)
- FULUP. — Kalz re vrao, diouz va c'hoant !... En em glemm a-walc'h a rae he den ouz ar strakell-se ; ne baoueze ket ar paour kaez dogan da vont war gein ar marc'h... — (Jarl Priel, Ar Vatez vihan, Sav niv. 29, Diskar-amzer 1944, p. 11.)
- Intañvezed : o denioù zo waet tout. Brezhoneg ar Skorv, 148
- ma den : a lavared a-wechoù d'ur c'hengaozeer
- — Her lavaret a c'hellez, va den ; me am eus dija gwelet meur a hini. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 155.)
- pep den, kement den
- meur a zen : meur a unan, a-wechoù meur a hini → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
- Un daouarn tomm hag ur galon yen
A ra goap a veur a zen. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 351.)
- Un daouarn tomm hag ur galon yen
Gerioù kevrennek
Deveradoù
Troioù-lavar
- Aesoc'h d'ur c'hañval tremen dre grao un nadoz
Eget d'un den pinvidik mont d'ar baradoz. - Un daouarn tomm hag ur galon yen
A ra goap a veur a zen. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 396.), — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 318.) - N'eus ket ezomm da gemer un den bihan evid espern boued nag unan braz evid ober muioc'h a labour. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 303.)
- Ur c'hemener n'eo ket un den :
Kemener eo ha netra ken. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 307.) - An den dre ma gosa a falla. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 309.)
- E bro an dud kamm e kred pep den kerzhout eeun.
- Sotoc'h evit an den en kelenn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 316.)
Troidigezhioù
(1)
an den (2)
Raganv
den /ˈdẽːn/
- den ebet (gant ur verb er stumm-nac'h peurvuiañ).
- N'eus den. Ne c'hall den kompren.
- ne oar den
- den ne oar
- An amiegez ... a c'houlenn mont er-maez. -Nann, n'aio den er-maez c'hoazh, eme ar roue .... — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 133.)
- Den ne ouie da belec'h e oa aet, na den zoken ne glaskas her gouzout. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 111.)
- ... mes ne weljont den. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 224.)
- Den ne responto bremañ?. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 88.)
- Den ne c'hellahe laret spis mard eo kornek pe digornek. — (Job Jaffre, Etrezomp e brezhoneg 1, Emglev an Orient, p. 304.)
- Koad a-us dezhañ, koad dindanañ, koad tro-dro dezhañ, kaer en devez hopal, den ne respont anezhañ ? - Ar person er gador sarmon. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 329.)
- ... : den ne ouias pelec'h e oa êt. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 3.)
- — « [...]. Rak se, arabat eo deoc'h en em ziskouez da zen, nemet din-me, nag ober an disterañ trouz. [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 80.)
- ... ne oufe den, nemet her gwelet en defe, anaout ar vad a reas deomp merc’hed deuet gant o zud ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 215.)
Spagnoleg
den