kenkoulz
Brezhoneg
Anv-gwan
kenkoulz : kerkoulz
- Bezañ kenkoulz hag un den all, hag un dra all.
- Dirak un anv-kadarn.
- Ni zo kenkoulz tud ha c'hwi: tud hag a dalv kement ha c'hwi.
Adverb
kenkoulz : kerkoulz
- Ober un dra kenkoulz hag un den all
- Her c'hompren a rit kenkoulz ha me... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 151.)
- Me a zo barreg da gas an denn kenkoulz ha te. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 162.)
- Kenkoulz evel
- Gouzout a dle c'hoaz an doare da zistruj al louzeier fall a voug ar re vad en douar, kenkoulz evel ar prenved a zebr bleun, frouez ha deliou, hag ive al loened a ra droug. — (Per Guédès, An evrusted var ar maez, Ar Bobl niv. 350, 1911, p. 2d.)
- Kenkoulz emaint er skol evel o tiaoulad er gêr. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 101.)
- Honnez a labour kenkoulz gand an eil dorn evel gand egile. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 129.)
- Bezañ kenkoulz da un den ober tra pe dra
- « Kenkoulz eo deomp mont ac’hann, » a silas Job e pleg skouarn Lom. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 36.)
- Dirak un anv-kadarn:
- Kenkoulz tra eo din : heñvel eo din.
Deveradoù
Troidigezhioù
- galleg : aussi bien (fr)