moger
Brezhoneg
- → Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ) .
Anv-kadarn
moger /ˈmoː.ɡɛr/ benel (furm vihanaat : mogerig, liester : mogerioù)
- Pezh mañsonerezh a-sonn pe a-veskell, hir pe hiroc'h, a dalvez da glozañ, da zisrannañ pe da harpañ.
- Mez, evit mont er porz, oa red dign divarc'ha an or, rak e Maner-al-Liorzou, evel a c'houzoc'h, ez euz eur pors kloz, pe mont ebarz dreist ar voger. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 40.)
- [...], rak bez' eus amañ e moger va liorzh war ribl an hent ur feunteun ma kaver enni hep mar na marteze gwellañ dour tro-war-dro, [...]. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 10.)
- E-keit-se edo Dumbledore o c'haoliata moger izel al liorzh da vont da-vetek an nor-dal. — (J.K. Rowling, lakaet e brezhoneg gant Mark Kerrain, Harry Potter ha Maen ar Furien, An Amzer embanner, 2012, p. 21.)
- (Ent strizh) Pezh mañsonerezh, bras e vent, a glozer pe a harper (un dra bennak) gantañ.
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- Uhel a dron, graet gand prïaj ha mason, n'e-neus na feson ti na feson moger, na feson den ebed ouz hen ober ? — Un neiz pik. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 334.)