rannig-verb
Brezhoneg
Anv-kadarn
rannig-verb benel /rãniɡˈvɛrp/ (liester : rannigoù-verb)
- (Yezhadur) Graet e vez rannig-verb eus un nebeud gerioù unsilabennek a vez lakaet dirak ar verb, hag a verk :
- pe doare, pe stumm ar frazenn (kadarnaat pe nac'h, disklêriañ pe gourc'hemenn),
- pe karg yezhadurel ar ger dirak ar verb (renadenn eeun pe ameeun)
- a (pe ac'h dirak ur vogalenn)
- e (pe ec'h/ez dirak ur vogalenn)
- en em
- ne (pe n'/ned dirak ur vogalenn)
- na (pe nad dirak ur vogalenn)
- ra ha da, rannigoù an hetiñ.
- dre fazi e lakaer o el listennad a-wechoù, met un araogenn eo.
Troidigezhioù
- galleg : particule verbale (fr)