emaint
Neuz
Brezhoneg
- Diwar ar bennrann ema- hag an dibenn-ger -int.
Furm verb
emaint /eˈmajɲ(t)/
- Stumm lec'hiañ ar verb bezañ/bout e trede gour lies an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ
- A verk al lec'hiañ :
- Pelec'h emañ ma breudeur ? Pelec'h emaint ?
- Setu emaint aze morfilet, ha mar karjent bezañ chomet sioul hag e peoc'h, ne vije c'hoarvezet droug ebet ganto. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 165.)
- Ha bremañ emaint er bed all. — (ATSA, p. 46.)
- A verk an amzeriañ :
- Emaint o tont da greisteiz.
- A verk al lec'hiañ :
- Gant un niver
- Kalz emaint ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 175.)
- Teir blac'h emaint ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 175.)
- Tri vreur emaint aze kichen-ha-kichen. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 45.)