sac'had
Neuz
Brezhoneg
Anv-kadarn
sac'had /ˈsɑːɣat/ gourel (liester : sac'hadoù)
- Endalc'had ur sac'h
- Ra vezo ama, leiz eur zac'had, aour hag arc'hant, war an daol !... — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 87.)
- « Ar yalc'h wirion ? Eur sac'had mein eo ! » — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 235.)
- Eur zahad kerh. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 454.)
- Ur sac'had pillou gantañ war e chouk... — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 203.)
- "Gab, lakaet em eus a-gostez evidoc'h ur sac'had avaloù-douar. [...]." — (Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal, Mojenn an Ankou, Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 46.)
- Ur sac'had paperioù zo gantañ dindan e gazel. — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 16.)
- (Pemdez) Kementad bras (dirak gerioù evel droug, fulor hag all)
- (Pemdez) Ger a dalvez da sevel anvioù disprizus peurvuiañ o tezverkañ neuz diavaez an dud ; sac'h, toull
- Kaout, ober, tapout ur sac'had : bezañ mezv.
- — [...]. Evidon-me am eus great eur zac'had, hag a raio c'hoaz pa girin. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 62.)
- Ya, en deiz-se e-nevoa greet eur zahad c'hoaz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 454.)
Gerioù heñvelster
kementad bras
bezañ mezv
Troioù-lavar
Troidigezhioù
- galleg : contenu d'un sac (fr)