[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Mochdre (Conwy)

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Mochdre

Mochdre zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e Sir Conwy, e hanternoz Kembre. Emañ er c'hornôg da Vae Colwyn. Betek miz Ebrel 1974 e oa ul lodenn eus distrig kêr Bae Colwyn. Bremañ ez eo ur gumuniezh distag.

Poblet e oa gant 1 923 a annezidi e 2011 ha 22,5% anezho a oa kembragerien hervez niveradeg ar bloavezh-se.

Emañ Mochdre e parrez Llangystennin, hag er gêriadenn emañ an iliz-parrez, un iliz kozh eus ar Grennamzer. Hervez ar richenn e voe savet war diazezoù ar c'hentañ iliz katolik bet savet e Kembre.

Ur gêriadenn vras eo deut Mochdre da vezañ, gant tiez nevez, stalioù hag un takad greanterezh (Parc Busnes Mochdre).

Mabinogi

Displegañ a reer anv ar gêriadenn gant un istor a gonter er Mabinogi, e kontadenn Math, mab Mathonwy. Er gontadenn emañ Gwydion ha brezelourien eus Rouantelezh Gwynedd o laerezh moc'h e lez Pryderi e Dyfed. War o hent da zistreiñ da hanternoz Kembre, gant brezelourien Dyfed war o lerc'h, e chomont a-sav e meur a lec'h anvet "Mochdref" (kêr ar moc'h) pe "Mochnant" (traoñienn ar moc'h). Al lec'h diwezhañ, a-raok dezho treuziñ ar stêr Conwy da erruout e Gwynedd, eo kêriadenn Mochdre Sir Conwy.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.