Mochdre (Conwy)
Mochdre zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e Sir Conwy, e hanternoz Kembre. Emañ er c'hornôg da Vae Colwyn. Betek miz Ebrel 1974 e oa ul lodenn eus distrig kêr Bae Colwyn. Bremañ ez eo ur gumuniezh distag.
Poblet e oa gant 1 923 a annezidi e 2011 ha 22,5% anezho a oa kembragerien hervez niveradeg ar bloavezh-se.
Emañ Mochdre e parrez Llangystennin, hag er gêriadenn emañ an iliz-parrez, un iliz kozh eus ar Grennamzer. Hervez ar richenn e voe savet war diazezoù ar c'hentañ iliz katolik bet savet e Kembre.
Ur gêriadenn vras eo deut Mochdre da vezañ, gant tiez nevez, stalioù hag un takad greanterezh (Parc Busnes Mochdre).
Mabinogi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Displegañ a reer anv ar gêriadenn gant un istor a gonter er Mabinogi, e kontadenn Math, mab Mathonwy. Er gontadenn emañ Gwydion ha brezelourien eus Rouantelezh Gwynedd o laerezh moc'h e lez Pryderi e Dyfed. War o hent da zistreiñ da hanternoz Kembre, gant brezelourien Dyfed war o lerc'h, e chomont a-sav e meur a lec'h anvet "Mochdref" (kêr ar moc'h) pe "Mochnant" (traoñienn ar moc'h). Al lec'h diwezhañ, a-raok dezho treuziñ ar stêr Conwy da erruout e Gwynedd, eo kêriadenn Mochdre Sir Conwy.
|