[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Bioko

Eus Wikipedia
Stumm eus an 6 Meu 2013 da 15:05 gant JackieBot (kaozeal | degasadennoù) (r2.7.2) (Robot ouzhpennet: hr:Bioko)
Bioko gwelet eus an oabl
Ureca

Bioko zo un enezenn eus Ginea ar C'heheder, e Pleg-mor Ginea. Enni emañ Malabo, kêrbenn ar vro.

Douaroniezh

2017 km² eo he gorread ha 260 000 den zo o chom enni, war-dro 60% anezhe eus ar bobl Bubi. Asambles gant enezenn Annobón ec'h a d'ober unan eus div rannvro Ginea ar C'heheder. Rannet eo e daou broviñs : Bioko-Norte ha Bioko-Sur.

Istor

Fernão do Pó a voe an european kentañ o weladenniñ an enezenn e 1472 hag envel anezhi Formosa Flora pe ilha Formosa. E 1494 e voe advadezet Fernando Pó. Er XVIIvet kantved e voe savet enni lec'hiennoù evit ar c'henwerzh sklaved gant Izelvroiz ha Portugaliz. E 1778 e voe roet Bioko, asambles gant Annobón hag an tiriad war ar c'hevandir, gant Portugal da Vro-Spagn.