[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Jos Parker

Eus Wikipedia
Jos Parker
Jos Parker
Jos Parker e 1891
Anv ofisiel Joseph Louis Antoine Marie Parquer
Anv pluenn Kloareg Kerne
Obererezh Rarzh, livour, skeudenner
Ganedigezh D'an 24 a viz Gwengolo 1853,
e Fouenant,
Bro-Gerne, Breizh
Marv D'an 4 a viz Du 1916,
e Fouenant,
Bro-Gerne,
Breizh
Yezh skrivañ brezhoneg, galleg
Luskad lennegel "Goursez Breizh"
Enorioù Barzh oberiant
Oberennoù pennañ
Breiz da virviken, Sous les chênes
Traoù ouzhpenn
S'Testenn italek'keudenner levrioù

Jos Parker, Joseph Louis Antoine Marie Parquer er marilhoù (Fouenant, 24 a viz Gwengolo 1853idem, 4 a viz Du 1916) a oa ur barzh brezhonek ha gallek hag ul livour. Degemeret e voe e Goursez Breizh e 1903 evel ar Barzh Kloareg Kerne. Beskadoriad Kevredigez Broadel Breiz ha kadoriad kentañ Unvaniez Arvor e voe, engouestlet ma oa en Emsav kentañ.

Miret en doa e dad, Louis Henri[1], anv e c'hourdadoù eus Iwerzhon ha dimezet e oa gant Eudoxia Thérèse Guyot[2]. Ne blijas ket da Jos Parker mont da noter evel e dad, ha klask a reas heuliañ kentelioù war al livouriezh e Skol an Arzoù-kaer Pariz. Kelennet e voe gant Alexandre Cabanel (1823-1889), François-Alfred Delobbe (1835-1815)[3] ha Luc-Olivier Merson (1902-1889).

Levezonet e voe gant oberennoù John Ruskin (1819-1900) hag al luskad rakrafaelour. Dilezel al livouriezh a reas da c'houde ha gwelloc'h e kavas skrivañ barzhonegoù. Goude bezañ bet o chom e Pariz e tistroas d'e vro hag ec'h eas da vevañ en e vaner e Kergoadig, Fouenant.

E 1903 e voe degemeret evel barzh Kloareg Kerne e Goursez digor Brignogan[4].

E 1905 e voe un enkadenn gant ar peskerezh e Konk-Kerne. Diwar skouer Théodore Botrel, hag en doa krouet Gouel al Lann, e Pont-Aven er bloaz a-raok, ha diwar atiz ar maer e voe krouet ur fest e Konk-Kerne ivez. Jos Parker a reas war-dro ar bruderezh hag eñ eo a gavas anv ar fest : Gouel ar Rouedoù glas. Lennadurioù foran eus e varzhonegoù a ginnigas ober.

Mervel a reas Jos Parker e miz Du 1916, pa oa ar brezel en e varr, a-daol-trumm hag hep ma voe gouezet mat abeg e varv.

Oberennoù lennegel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivañ a reas meur a varzhoneg e galleg hag e brezhoneg. Berzh bras a reas gant e varzhonegoù gallek embannet gant L'Hermine adal 1890 ha gant dastumadoù barzhoniezh, Sous les chênes, an hini anavezetañ. An teskad Breiz da virviken (1903) a zegasas brud dezhañ. Tapout a reas brud dalif dre unan eus e varzhonegoù sonaozet gant Fernand Masson hag embannet diouzhtu dindan an titl La chanson des chemins bretons asambles gant ar sonerezh. Kanet e voe gant Théodore Botrel. Enrollet e voe war bladennoù, meur a wezh. Er bloavezhioù 1960 e veze kanet c'hoazh, hag enrollet e voe gant Mouez Breiz ivez.

Engouestladur en drouizelezh hag en Emsav

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez diazezerien Kevredigezh Vroadel Breiz e voe Jos Parker e 1899 hag e heulias hent ar Goursez ma oa kalz a varzhed vrezhonek ennañ, ken e stourmas evit ledanaat pouez ar gevrenn lennegel e Kevredigez Broadel Breiz. Ganto ec'h eas er-maez diouti evit enebiñ ouzh levezon an dudjentil en Emsav. E miz Here 1911 e kemeras penn Unvaniez Arvor, an aozadur nevez, ha ne oa nemet drouized ha barzhed en e benn pe dost.

Emgav evit monumant e vez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seizh vloaz goude e varv e tivizas e vignoned sevel ur monumant war e vez, dezhañ stumm ul lec'h gant ur groaz keltiek a-us, kizellet gant James Bouillé hag Alexandre Le Quéré. Goude al lid d'ar 9 a viz Gwengolo 1923, e bered Fouenant, dindan paeroniezh Anatol ar Braz[5] hag an Drouiz-Meur Erwan Berthou, e voe aozet bodadeg ar re o doa stourmet en Unvaniez Arvor hag e Goursez Breizh. Gant Taldir, Erwan Berthou, Leon ar Berr ha re all e voe divizet adsevel an daou aozadur-se.

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skridoù brezhonek
  • Son an intañvez, e Kloc'hdi Breiz, n° 40, 1898
  • Meuleudi peurbadus, IE-barzh Kloc'hdi Breiz, n° 59, 1900
  • Breiz da virviken, 1903. Teskad barzhonegoù.
  • Noël breton, skeudennaouet gant an oberour. Barzhoneg.
  • Klemmgan an dilezet, In Ar Vro, n° 34, 1911. Barzhoneg.
  • Son Lannic, In : Le Breton de Paris, n° 110, 1911. Kanaouenn.
Skridoù gallek
  • Sous les chênes, skeudennaouet gant an oberour, Lemerre : 1891
  • Le livre champêtre, 1894. Barzhonegoù.
  • Le clerck de Kerné : idylle Bretonne, 1896. Romant.
  • Brume et soleil, 1900. Barzhonegoù.
  • La Grand'mère, Gwened : Lafolye, 1901. 7 p.
  • Pastourelles bretonnes; Margodennig, Naoned : Vuillemin-Didion, 1909 ; sonerezh gant Alex Joël
  • Les chemins bretons, skeudennaouet gant an oberour, Pariz : Évette et Schaeffer, 1926 ; sonerezh gant Fernand Masson
  • Poèmes, skeudennaouet gant an oberour, Gwaien : Moullerezh Nanga, 2011, 93 p.
Skeudennoù
  • Skeudennadurioù evit Aogust Bocher, "Bleuniou yaouankiz", 1909. Barzhonegoù brezhonek
Pladennoù
  • Mercury, MLP7055. Enni Chemin breton, kanet gant Armand Haas. 33 tro, 30 cm.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Canévet, Jean-René, Jos Parker, poète, peintre, dessinateur, barde fouesnantais…, Brest, Moullerezh Ouesthélio : 2017.
  • Georges Cadiou, Emsav, dictionnaire historique et géographique, Coop Breizh : 2013. Pennad Parker, Jos.
  • Michel Nicolas, Histoire de la revendication bretonne, Coop Breizh : 2007.
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhoniourien, Brest, Al Liamm : 1992. Pennad Parquer, Joseph Louis Marie Antoine

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Bet maer Fouenant e 1873-1878 ; e dad-kozh a oa bet maer ivez.
  2. Hounnezh a oa merc'h da Jean-François Guyot, maer Kemper.
  3. Unan eus al livourien a vourre dont bep hañv da Gonk-Kerne.
  4. Cadiou, pennad "Parker, Jos".
  5. Hennezh a embannas : "Nikun a voe uheloc'h an donezon keltiek gantañ ha a voe gouest en diskouez gwelloc'h." (Aucun mieux que lui ne possèdait le don celtique et ne sut mieux l'exprimer).