[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Loeiz Dujardin

Eus Wikipedia

Loeiz Dujardin (Louis Marie Dujardin e marilhoù an ti-kêr), ganet e (Lokournan, 17 a viz Mae 1885 ha marvet er gêr-se d'an 21 a viz Ebrel 1969) a oa mezeg eus e vicher hag ur skrivagner brezhonek war an istor hag al lennegezh vrezhonek war e amzer vak. Engouestlet e voe gant ar Bleun-Brug dre ma oa ur c'hatolik gredus hag en doe kenlabouret kalz gant Yann-Vari Perrot. Degemeret e voe evel ovad e Goursez Breizhh e 1911 hag e kemeras anv drouizel Loeiz Lokournan. Prezidant ar Bleun-Brug hag Emgleo Breiz e voe.
Meur a anv-pluenn en deus bet : Lok, Lokorn, Lodu, Ar Medisin, Ar furcher brezhonek, Falco, Mab Koad an Ed[1].

Genidik e oa eus Lokournan e Bro-Leon. Desavet e voe gant ur voereb kozh, rak mervel a reas e vamm pa c’hanas he bugel. Goude ar skol e Lokournan hag e Lesneven ez eas da studiañ ar vezegiezh, da Roazhon da gentañ ha da v-Montpellier da c’houde. Eno e voe prezidant Breuriezh ar Studierien Vreton. Tapout a reas, da 27 vloaz, e zoktorelezh war ar vezegiezh gant un dezenn anvet « Basse-Bretagne et Bas-Bretons : étude d’hygiène » ("Breizh-Izel ha Breizhizeliz : studiadenn war ar yec’hedouriezh")[2]. Distreiñ a reas da Lokournan hag eno e tremenas e vuhez evel mezeg familh.

E-pad ar Brezel-bed Kentañ ez eas d’an arme ha medisin e voe war an talbenn adalek an 20 a viz Here 1914. Chom a reas d’ober war-dro ar soudarded c’hloazet, darn e amzer e Verdun, betek an 12 a viz Meurzh 1919, war-bouez ur pennad e 1917 ma voe adkaset en a-dreñv dre ma oa klañv. Anvet e voe da varc’heg en urzh al Lejion a enor, evit ar perzh a gemeras er brezel-bed kentañ. E 1939 e voe galvet d’an arme adarre, met chom a reas e Breizh, evel rener ospital-soudarded Landreger da gentañ hag e Trebeurden da c’houde.
Lakaat a reas da embann meur a bennad e-barzh kazetennoù al luskad broadelour e-pad an Eil Brezel-bed, met ne voe ket rebechet an dra-se dezhañ e mare an Dieubidigezh[3]. Adkemer a reas e skridoù relijiel pe istorel evit ar Bleun-Brud adsavet hag evit ar rannvroelourien bodet tro-dro da Emgleo Breiz.

E-kichen e vicher mezeg e pledas a-zevri, a-hed e vuhez, gant studiadennoù war istor Breizh, ar brezhoneg hag e lennegezh. Degemeret e voe e Gorsedd Breizh e 1911, gant an anv barzh Loeiz Locronan[4] .D'ar mare-se ivez e oa ezel eus Kevredigezh Vroadel Breizh (U.R.B.), met kuitaat a reas ar strollad-se e miz Gwengolo 1911, e-pad kendalc'h Lokournan.[5]. Prezidant ar Bleun-Brug e voe eus 1920 da 1927. Etre 1922 ha 1925 e reas war-dro Emgleo Sant Iltud, ur gevelouri katolik savet evit embann ha skignañ levrioù brezhonek kristen. Sevel a reas pennadoù en ur bern kelaouennoù, brezhonek ha gallek : Feiz ha Breiz (pennadoù war ar yec’hed, dreist-holl, etre 1912 ha 1928), Gwalarn, Sav, Arvor (pennadoù sinet Loeiz Lok diwar-benn ar skrivagnerien vrezhonek), Kaierou Kristen, Kroaz Breiz, Bleun-Brug, Mouez Sant Ronan (kannadig Lokournan), Al Liamm, Brud, Les Cahiers de l'Iroise. Kenlabourañ a reas gant Emgleo Breiz hag ez eas da verour e kelaouenn lennegel, Brud, pa voe krouet e 1957. Mont a reas da eil prezidant Emgleo Breiz da c'houde.
Ezel ar Société archéologique du Finistère hag ar Société d'Histoire et d'Archéologie de Bretagne e voe.

brezhoneg

, 95 p.* Lanber, eur barrezig a Vro-Leon, Moullerezh Kreiz, Roazhon, 1942

galleg
  • Saint Ronan. Notes sur sa vie et sur son culte, Brest, Imprimerie de la Presse libérale, 1935 ; eil embannadur adwelet ha kresket e 1935 (brassellet d'an a viz Kerzu 2023).
  • La Vie et les Œuvres de Jean-François-Marie-Maurice-Agathe Le Gonidec : Grammairien et Lexicographe breton, 1775-1838, rakskrid gant Pêr ar Rouz, Brest, Imprimerie Commerciale & Administrative, 1949.
  • Matériaux pour servir à l’histoire de la langue bretonne : les œuvres en langue bretonne du R.P. Julien Maunoir, 1606-1683, embannet gant an oberour, 1958.
  • Toponymie de la côte bretonne entre le Conquet et Argenton, enquête de Louis Dujardin, Paris, Imprimerie nationale, 1953.
  • Toponymie nautique de l'île de Batz et de ses abords, enquêtes de Louis Dujardin-Troadec et Alain Le Berre, Paris, Imprimerie nationale, 1965
  • Calendriers iconographiques anglais de 1525 et 1396, inspirateurs probables des cartographes bretons du Conquet (XVIe siècle), Louis Dujardin-Troadec, Paris, 1965
  • Les Cartographes Bretons du Conquet, la navigation en images, 1534-1650, rakskrid gant Henri Dyèvre, pennad-digeriñ gant Michel Mollat, Brest, Imprimerie Commerciale & Administrative, 1966

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù divaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, p. 94< (ISBN )2-7368-0034-6}}.
  2. World Cat
  3. Meneget eo gant Lionel Henry, (Dictionnaire biographique du mouvement breton) ma kemeras perzh en Harzherezh e-pad an Dalc'hidigezh.
  4. Philippe Le Stum, Le néo-druidisme en Bretagne, Éditions Ouest-France, 1998, p. 122.
  5. Le néo-druidisme en Bretagne, pp. 127-129
  6. Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien hag ar yezhourien vrezhonek… , p. 94.