[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Cad Goddeu

Eus Wikipedia

Cad Goddeu (pe Kad ar gwez e brezhoneg) zo ur varzhoneg kembraek eus Levr Taliesin ma weler Gwydion o reiñ buhez d'ar gwez evit en em gannañ en e arme.

Seblantout a ra ar varzhoneg bezañ leun a arouezioù kevrinus ken ez eus bet lies doare d'he c'hompren.

Ar varzhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar varzhoneg zo anezhi 248 linenn pempsilabennek, ha meur a rann enni.

Kregiñ a ra gant lavarout e oar ar barzh diouzh pep tra, en un doare a vo adkavet er re all lakaet war gont Taliesin;

Bum cledyf yn aghat - Bet on kleze en dorn
Bum yscwyt yg kat - Bet on skoed er c'had
Bum tant yn telyn - Bet on kordenn en delenn



Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rummad!Lennegezh kembraek