[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Alexandre Maître

Eus Wikipedia

Alexandre Maître (ganet e Salins en 1650 ha marvet e Badajoz d'ar 14 a viz Du 1715), a oa markiz Bay, aotrou Laer, e-kichen Tirlemont hag ur jeneral gall, pennletanant armeoù Felipe V, roue Spagn. Dimeziñ a reas da Cécile de Winssinkercke, ganet e Leuven, d'ar 7 a viz Gwengolo 1670, 20 vloaz yaouankoc'h egetañ.

En noz etre ar 14 hag ar 15 a viz Kerzu 1706, gant eizh kant soudard war-droad ha daou c'hant a gezeg e kemeras kêr Alcántara, en Spagn. E Mezheven 1707 e kemeras ur c'hreñvlec'h hag a zifenne pont Olivença, a voe lakaet da darzhañ. D'ar 4 a viz Here 1707 ec'h argadas Ciudad Rodrigo, a voe kemeret en ur ober tri c'hardeur. Da-heul an taol-kaer-se e voe anvet da varc'heg ar Maoutken Aour gan roue Spagn (Gazette de France an 10 a viz Kerzu 1707), ha goude-se da vesroue Estremadura.

D'an 20 a viz Eost 1710 e oa e penn an armeoù spagnol en emgann Zaragoza pa voe faezhet gant ar saozon hag an Aostrianed. E miz Here 1712 e rankas paouez gant seziz Campo Maior difennet ruz gant soudarded Portugal.