Geoffroy Tournemine
Neuz
Geoffroy II Tournemine a voe eskob Treger eus 1296 da 1317[1].
Deuet e oa war-lerc'h Alan II Brug.
Geoffroy Tournemine a oa bet diwezhañ eskob Treger bet dilennet gant ar c'huzul-chalonied, hervez ar stumm kozh da ober.
D'ar 15 a viz Eost 1296 e lidas diazez iliz ar Vur e Montroulez.
(Sant) Erwan Helouri a yeas da Anaon da vare Geoffroy Tournemine, d'an 19 a viz Mae 1303.
Geoffroy Tournemine a oa aet da Anaon e deroù 1317.
Jean Rigaud a oa deuet war e lerc'h war gador an eskopti, d'an 21 a viz C'hwevrer 1317.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960