Eva Ekeblad
Eva De la Gardie, pe Eva Ekeblad (1724-1786) a oa ur gontez ha skiantourez svedat. Hi an hini e voe ar c'hentañ maouez en Akademiezh Skiantoù Sveden en 1748.
Merc'h e oa d'ar c'hont Magnus Julius De la Gardie (1668–1741) ha da Hedvig Catharina Lillie (1695-1745). C'hoar e oa d'ar c'habiten Carl Julius De la Gardie ha da Hedvig Catharina De la Gardie; moereb e oa da Axel von Fersen ar Yaouankañ. He breur Carl a zimezas da Cathérine Charlotte De la Gardie ha breur-kaer e oa da Hedvig Ulrika Taube, serc'h da Fredrik Iañ, roue Sveden.
16 vloaz e oa Eva e 1740 pa voe dimezet d'ar c'hont Claes Claesson Ekeblad, diplomat, ha pemp bugel o doe. Un ti o doa e Stockholm hag un domani e Västergötland. Tud eus noblañs uhelañ Sveden e oant.
Hi an hini a gavas an tu d'ober bleud hag alkool gant patatez e 1746.