[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Kaamelott

Eus Wikipedia

Ur stirad skinwel gallek eo Kaamelott, ur fentigell hag a dro d'un drama a-hed c'hwec'h prantad. Krouet e oa bet gant Alexandre Astier, Alain Kappauf ha Jean-Yves Robin, ha skignet gant M6 eus an 3 a viz Gwenver 2005 betek an 31 a viz Here 2009. War mojenn ar Roue Arzhur e kemer skouer ar faltazienn-se a ziskouez ur roue lakaet diaes dirak al lodenn labour fiziet warnañ gant an Doueoù. Sternet gant marc'heien an Daol Grenn divarrek-kenañ, keñveriet gant diskar an impalaeriezh roman ha gant aloubadegoù ar Varbared e rank kavout ar Grall sakr daoust pe zaoust. Adalek ar prantad 4 e cheñch liv an danevell : dont a ra ar roue da vezañ melkonius ha donoc'h psikologiezh an tudennoù.

Kevredad produiñ : CALT

6 prantad, 459 rann

Gant ur mentrezh "shortcom" e penn kentañ ar stirad e pad ar rannoù diwezhañ 45 munutenn.

Krenngevell (sinopsiz) :

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Enez Vreizh emaomp, e-kerzh eil hanter ar Vvet kantved. E-pad ma kouezh an impalaerezh roman en he foull ha ma'z eo amsavet an doueoù bagan gant ar gristeniezh e kempenn Arzhur e rouantelezh. Prest eo da seveniñ e gefridi : kavout ar Grall, met aonik pe sot eo e varc'heien ha ne gomprenont ket mat pal klask ar Grall. Diaes an traoù ganto ha n'int ket aesoc'h gant e wreg ha gant e familh gaer a zo o chom e kastell Kaamelott : bemdez e vez e brete ganto. Hag ar Varbared o tostaat... Daoust da se e klask ar roue gouarn e dir en ur mod arnevez hag araokadour, hep bezañ komprenet gant den ebet.

Tudennoù pennañ :

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bedoù Arzhur :

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krennamzer pe Henamzer ? Savet eo an danevell war ur c'hammamzeriad. E peseurt bed emañ Arzhur, Guenièvre, Perceval pe Bohort ? E koulz spontus ar Varbared o kannañ evit diazezañ o rouantelezhioù nevez war dismantroù an impalaeriezh roman ? Pe er Grennamzer diwezhañ eus an XIIvet pe XIIIvet kantved a vez anavezet gant an dilhad, an houarnwiskoù ha gant ar c'hastilli-kreñv ? Bevañ a ra an dudennoù e-barzh daou ved seizh kantved etrezo.En danevelloù kozh a gomz diwar-benn Arzhur a Vreizh - Geoffroi de Monmouth, Robert Wace, Robert de Boron, Chrétien de Troyes - e tremen an aozerien eus ur mare betek unan all, eus istor ur roue a vojenn d'ar VIvet kantved betek ar vuhez pemdeziek d'an XIvet, XIIvet, XIIIvet kantved, betek temoù ar groaziadegoù pe ar garantez kourtes. Heuliañ a ra ar stirad skinwel an hengoun-se gant an daou vare mesket ha gant elfennoù tennet eus an amzer a-vremañ ennañ, da skouer pa ro Arzhur-skolaer ur gentel diwar-benn ar varc'hegiezh d'ar varc'heien bodet en ur sal glas, pe pa emañ o soroc'hat ar peizant Guetenoc a zegas d'hon soñj fulor ar beizanted hiriv, h.a.

Kaamelott, ur stirad istorel ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar Varbared : atav o enebiñ ouzh aloubadegoù ar Varbared e vez Arzhur e Kaamelott. Gant an Amzerioù du - an Dark Ages - e klot ar bed diasur-se, pa ne c'hall ket Roma gourlakaat ken he lezenn nag he urzh. Echu gant ar Pax Romana. Tarzhañ a ra proviñs Britannia en ur steredennad a glannoù, a veuriadoù, a rouantelezhioù bihan a vev e klozarmerzh pe en ur gevreañ evit talañ d'an alouberien c'herman. E kronikoù Sant Gweltas (VIvet k., marteze kempred gant Arzhur, deuet da Vreizh war-dro 520), Bede an azaouezadus (VIIIvet k.) ha Nennius (IXvet k.) eo meneget anv tri fenn brezel a-bouez e kevreañ ar pennoù all : Vortigern, Ambrosius Aurelius hag Arzhur. Diwar ar c'hraf-se end-eeun eo savet psikologiezh Arzhur e Kaamelott, ur roue hag a glask lakaat an dud unanet gant un uhelvennad atav.
  • Ar Romaned er stirad : daou zoare da ziskouez Roma pe ar Romaned. Un nebeut a gantenerien gollet ha dibourvez, en o unan en Enez Vreizh el levrioù 1, 2, 3, 4, 5, pe gwelet evel ur bobl goubrenet, o vevañ e Roma ur vuhez fall, el levr 6. Setu div wirionez istorel : bresk e oa deuet da vezañ an impalaeriezh roman er mare-se gant an tailhoù re bounner, gant ar goubrenañ, ar gwallvuhez troet d'ar c'hoarioù a bep seurt, an amaezhierezh redius, gant-se an diskar. Un arouez eus an diskar-se eo ar gantenerien gollet en Enez Vreizh e Kaamelott : a-raok 420 o doa al legionoù roman kuitaet an Enez nemet un nebeut a soudarded evel pa vefe Roma mestr aze c'hoazh. Padal n'o doa ket ar Varbared aon rak Roma ken. Embann a ra kalz anezho o dizalc'h : ar Sueved, ar Burgonded, ar Vizigoted h.a. Diskaret an impalaer diwezhañ, ar c'hrennard Romulus Augustule e 476. Diwar-benn an dra-se emañ o komz Arzhur ha Leodagan e dad-kaer gant ur c'hantener :
Arzhur (mestronius) : Echu gant Roma, echu, peurechu, hag an holl dud a oar. ( )
Leodagan : Hoc'h impalaer, petra a vez graet anezhañ dija ?
Ar c'hantener : Romulus Augustulus.
Leodagan : Ha pet vloaz eo ?
Ar c'hantener : Unnek vloaz hanter.
Leodagan : Unnek vloaz hanter ??!... Setu aze ur stad galloudek-dreist !
  • Drouizelezh ha kristeniezh : derc'hel a reer da bleustriñ an drouizelezh e-pad ma tiazez ar gristeniezh, derc'houezet mat an daou gant Marzhin " 884 bloaz a-benn teir sizhun ", hag an Tad Blaise, ur beleg yaouank ha strizh karget d'ober doujañ al lezenn gristen nevez gant tud Kaamelott, hep dont a-benn. Pa rank Arzhur diskoulmañ ur gudenn bennak ez a da welout Marzhin daoust dezhañ bezañ porc'hellek, ha n'eo ket an Tad Blaise, pell diouzh ar vuhez, bepred o sevel dielloù ha reolennoù. Ur vetaforenn diwar-benn ar bed keltiek eo an teir zudenn-se : diaes eo dilezel an daou c'hant doue kelt ha klask kustumiñ ouzh unan hepken, rust ha pell. Abalamour d'o zrebad dreist-ordinal e vo kondaonet ar gredennoù kozh, an drouizelezh hag an hudouriezh hengounel evel un torfed a sorserezh gant an Iliz adalek an 13vet kantved, ha skignet an aon rak an diaoul hag an diskred eus ar merc'hed. Diskouezet eo emdro ar relijion nevez hag ar stourm a-enep ar relijion gozh gant an dudenn "ar Spurjer" c'hoariet gant Elie Semoun.
  • Ar merc'hed : koant, speredek, kreñv, mestronius pe aotrouniek, hiniennoù kuñv hag hiniennoù drouk, met gwech ebet amoet na gwan. Rouanezed, mitizhien, dimezet gant marc'heien pe kouerezed ha bepred par d'ar baotred war o zro, setu ar maouezed e Kaamelott. Goude marv Uterpandragon e ren Ygerne eus Tintagel war he bro, an avoultr gant Lancelot a ra Guenievre, ar vatezh Angharad a ra al lez d'an eeunek Perceval, gounit a ra an Itron Mevanwi kalon Arzhur ha hi da c'houlenn digant he gwaz Karadok eskemmañ anezhi gant Guenièvre, Seli d'ober skeiñ falsvoneiz peogwir ne fell ket dezhi goulenn arc'hant digant he gwaz Leodagan, h.a. Par d'ar baotred a oa ar merc'hed kelt pe varbar ha disheñvel-kenañ o flas diouzh hini ar vaouezed eus ar gevredigezh roman a oa tadveliel ha gourel. Kastizet kreñv e oa ar gwalladennoù, ar skrapoù, an harellerezh revel ouzh ar vaouezed gant ar Franked hag an Alamaned. Dibab a rae ar merc'hed o fried, gallout terriñ o dimeziñ, perc'hennezed digemmus ag o feadra, frank evel ar wazed e oant. Kargoù ar baotred a c'hallent kaout betek bezañ rouanezed brezeler evel Clothilde (maouez Clovis), Fredegonde ha Brunehilde. E Breizh vihan ivez e oa deuet da vezañ brudet ha galloudek maouezed gant ur rol politikel war dro ar rouaned Breizh, evel Roiantken, pe Aourken, machtiern pe tyranissa eus parrezioù Rufieg ha Plegadeg,meneget e levr dielloù Redon. Gant ar vaouezed e van ar galloud bras-se betek ar Grennamzer : Guiraude de Lavaur a zifenn he c'hastell, Mahaut d'Artois a zifenn he c'hontelezh, Godvere de Tosny hag Elvira d'Aragon a ya d'ober brezel ar groaz...

E Kaamelott, er c'hammamzeriad-se eus an Henamzer, mesket gant ar Grennamzer, troad-ouzh-troad ar merc'hed gant ar baotred, ar pezh a glot gant ur wirionez istorel, dindan levezon ar Gelted pe ar Varbared dre-vras, da lâret eo ar re na oant ket Romaned. Eus ar patrom sokial-se savet war ar c'heñverioù kevatalour etre paotred ha merc'hed e teu patrom skouer ar garantez kourtes savet e-maez ar reolennoù sokial, nemet war kenasant frank div galon : " Ar bravañ karantez kourtes, daoust ha n'eo ket an hini a zo en danvez Breizh (Le plus bel amour courtois, n'est-ce pas celui qui appartient à la matière de Bretagne ?) " a skrive J. Le Goff, e "La civilisation de l'Occident médiéval".

Heuliad ar stirad :

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E fin al levr VI en doa embannet Alexandre Astier e vije peurgraet ar stirad gant tri film sinema. Padal en abeg d'un diemglev etre gwirien gant ar gevredigezh produiñ CALT en doa bet stanket ar raktres. D'an 2 a viz Du 2015 e-kerzh un abadenn France Inter e oa bet kaset ar c'heloù gant an aozer e oa echu an diemglev, adkavet e wirioù, hag eñ da skrivañ fin an istor a c'hallfe filmañ e 2016. E 2021 eo bet embannet film kentañ an heuliad: Kaamelott: Lodenn gentañ.