[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Hiviz-noz

Eus Wikipedia
Un hiviz-noz a vremañ.
Hiviz-noz du

Un hiviz-noz a zo ur pezh dilhad-noz a vez gwisket gant ar merc'hed en o gwele. Ur sae eo, hir pe verr, gwisket laosk, hep netra dindani peurvuiañ. A-wechoù e vez ur bragoù-noz da-heul an hiviz. Alies e tap betek an daoulin. Graet e vez an hivizoù-noz en un danvez skañv, kotoñs pe seiz, satin pe niloñs. Dantelezh a vez outo alies. Warne e c'haller dougen ur sae-gambr.

Ur plac'h o lenn en he gwele, gwisket en he hiviz-noz. Poltred graet etre 1900 ha 1910.

Ur roched-noz a veze gant ar baotred ivez gwechall, a-raok 1940 dreist-holl. Abaoe e reont gant ur pijama.