[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Sant-Widel-Skovrid

Eus Wikipedia
Sant-Widel-Skovrid
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
Anv gallaouek Saent-Viau
Anv gallek (ofisiel) Saint-Viaud
Bro istorel Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel
Arondisamant Sant-Nazer
Kanton Sant-Pêr-Raez (betek 2015)
Sant-Brewenn (abaoe 2015)
Kod kumun 44192
Kod post 44320
Maer
Amzer gefridi
Roch Chéraud
2020-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh-kumunioù Su an Aber
Bro velestradurel Bro Raez Atlantel
Lec'hienn Web www.saint-viaud.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 730 ann. (2020)[1]
Stankter 84 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 15′ 22″ Norzh
2° 01′ 06″ Kornôg
/ 47.2561111111, -2.01833333333
Uhelderioù kreiz-kêr : 30 m
bihanañ 0 m — brasañ 51 m
Gorread 32,63 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Widel-Skovrid


Sant-Widel-Skovrid (Saint-Viaud e galleg) a zo ur gumun a Vreizh, e Kanton Sant-Brewenn, e Liger-Atlantel, e Bro-Raez, er c'hreisteiz d'al Liger.

  • Erwan Vallerie (1995) ː Scobrit, 839; Sanctum Vitalem, 1287; Saint Vial, 1709;

En aour e groaz en sabel karget gant ur gordennig Sant-Vital en argant.

Aozer ː Ao. Ferrand. 1946.

  • Mervel a reas 73 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 4,87% eus he foblañs e 1911[3]. Daouzek gwaz ouzhpenn a zo bet kavet gant Bodad-labour Istor ha Glad[4].
  • Mervel a reas unnek den ag ar gumun hervez monumant ar re varv[5].
  • Lazhet e voe seizh gwaz (c’hwec’h ezel eus ar Rezistañs hag un den nann-soudard) pa darzhas ur mirlec’h dafar alaman er gumun[6].
  • D'an 21 a viz Kerzu 1941 e kouezhas ur c'harr-nij (Hudson V marilhet AM837 ha kodet VX-N) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e La Bretesche e Sant-Widel-Skovrid; mervel a reas e bevar nijour, douaret e voent e bered "Pont du Cens" en Naoned[7].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Peulvan La Tuterie.
  • Kastell Le Plessis-Mareil.
  • Monumant ar re varv er vered, luc’hskeudenn[9].
  • Monumant ar re varv e-tal ar maerdi, luc’hskeudenn[10].
  • Plakennoù ar re varv en iliz katolik[11].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bataille

Aotrounez les Bretesches

Dougen a ra teir c'hregilhenn leinet gant un drailhenn a deir pastell (siell 1404) (livioù disanvet)

de Beauchesne

Aotrounez la Rembaudière

En gul e groaz en aour

de Beaulieu

Aotrounez Plessis-Marie

Dougen a ra ur gebrenn heuliet gant teir steredenn (livioù disanvet)

de Carné

Aotrounez Plessix-Mareil

En aour e ziv dreustell en gul

Moisan

Aotrounez la Corbinaye

En glazur e gebrenn en aour, heuliet ouzh kab gant div greskenn en argant, hag ouzh beg gant ur c'houlm ivez en argant

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]