[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Sant Nazer Ovali

Eus Wikipedia

Sant Nazer Ovali (Saint Nazaire Ovalie e galleg) zo ur c'hleub rugbi XV e Sant-Nazer (Liger-Atlantel, Breizh). Sant Nazer Ovali zo é c'hoari er C'hevread 3 ("Fédérale 3" e galleg).

Arruet eo bet ar rugbi e 1908 e Sant Nazer. Anv ar c'hleub oa ar "Sporting Nazairien Rugby", ar SNR adalek 1966. Ar rugbi e kornôg Frañs ha e Breizh oa bet mestret get ar SNR en ur dremen ag ar C'hevread 3 (Fédérale 3) d'ar C'hevread 1 (Fédérale 1) ar rummad kentañ etre 2000 ha 2005.

E 2016 e oa bet lakaet ar c'hleub e dibenn-freuzadur barnerezhel. Ar memes blez e oa bet krouet ur c'hleub nevez, ar "Sant Nazer Ovali" ha oa é c'hoari er rummad Enor (Honneur). Pignet en doa en-dro ar c'hleub er par broadel amatour, er C'hevread 3.

  • C'hevread 3 : Gourfenn 2001
  • Junior Balandrade : Kampion Frañs 2015
  • Nemet 21 blez Belascain : Gourfenn 2017