[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

PPSh-41

Eus Wikipedia
PPSh-41
Skeudenn ar pennad PPSh-41

Ur PPSh-41 dezhi ur c'harger ront 71 kartouchenn
Kinnig
Bro URSS
Mont en-dro Pistolenn-vindrailher damaotomatek / aotomatek
Munision 7,62 × 25 mm
Mare produiñ 1941–1947
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,64 kg
Mas (gant ur c'harger ront leun) 5,5 kg
Hirder 838 mm
Hirder ar c'hanol 266 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 100 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 500 m/s
Lusk-tennañ 900 t/mn
Endalc'h Karger eeun 35 kartouchenn pe karger ront 71 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar PPSh-41 (rusianeg: Пистоле́т-пулемёт Шпа́гина, tr. Pistolét-pulemyót Shpágina-41, brezhoneg: "pistolenn-vindrailher Shpagin-41") a vez graet eus ur bistolenn-vindrailher soviedel dezhi ur c'halibr 7,62 × 25 mm Tokarev. Savet e oa bet gant an ijinour Georgy Shpagin.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soudard soviedel gantañ ur PPSh-41 o kas ur prizoniad alaman goude emgann Stalingrad (1943).

Efedus e oa bet ar bistolenn-vindrailher Suomi KP 31 etre daouarn ar soudarded finn a-enep d'ar Soviediz e-kerzh ar Brezel Goañv. Diwar neuze e tivizas an Arme Ruz modernizaat he armoù ha ledanaat implij ar pistolennoù-mindrailher PPD 38 ha PPD 40 deveret anezhi. An ijinour Georgy Shapkin a simplas he froduiñ o tegas teknik ar stampañ evit produiñ pezhioù zo. Ar c'hanol a voe simplaet ivez : ur stumm troc'het dre an hanter eus kanolioù ar fuzuilhoù Mosin-Nagant 91/30 e oa. Dre se e voe kinniget e dibenn 1940 ar bistolenn nevez. Produet e voe adalek ar bloaz war-lerc'h dindan an anv PPSh-41.[1]

Kabiten ar Wehrmacht Wilhelm Traub armet gant ur PPSh-41 e-kerzh Emgann Stalingrad en diskar-amzer 1942. Ar soudarded alaman a gave gwell implij an arm-se evit an MP40

Ledan eo bet implij ar PPSh-41 e-kerzh an Eil Brezel-bed ha Brezel Korea. Deuet e oa da vezañ unan eus an armoù implijetañ gant al Lu Ruz evit an droadegiezh e-pad an Eil brezel-bed, ar pezh a lakaas anezhi da vezañ produet da ouzhpenn 5 milion a skouerennoù etre 1941 ha 1946[2]. Ar soudarded a gave gwellloc'h ober gant ar c'harger ront 71 kartouchenn evit gant an hini eeun 35 kartouchenn. Fiziapl e oa ar PPSh-41 ne vern an temperadur ha liv an amzer. Priziet e veze da vare an emgannoù-kêr evel hini Stalingrad[3]. Roet e voe ivez d'ar siviled da vare seziz Leningrad evit difenn ar gêr. Eno e voe produet e-pad ar sez ar PPSh-42, ur stumm deveret anezhi. Harzlammet e voe kalz skouerennoù eus ar PPSh-41 d'ar bartizaned soviedel a stourme a-dreñv d'al linennoù alaman.[1]

Kalz skouerennoù a voe tapet gant an Alamaned e deroù ar brezel. Adanvet e voent MP 717 (r) e anvadurezh ar Wehrmacht. Implijet int bet gant kartouchennoù 7,63 × 25 mm Mauser a oa tost-tre o ment eus hini munisionoù orin ar PPSh-41. Lod eus an armoù tapet a zo bet adkambret e 9 mm Parabellum.[1]

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) LONASSAC, Le pistolet-mitrailleur PPSh-41, Cibles n°468, miz Even 2024, pp. 64-69
  2. (en) Hervez pajenn an arm war lec'hienn ar Royal Museums Greenwich, (lennet d'an 31/01/2024)
  3. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.216
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan