[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Park

Eus Wikipedia

Ur park a c'hall bezañ meur a dra :

  • war ar maez : un dachenn vras a-walc'h ma vez gounezet plant da zebriñ, edoù dreist-holl : gwinizh, maiz, segal, riz, beterabez... Dre astenn-ster e komzer eus ur park istr hag ur park meskl. Gwelet Park (labour-douar). Stank eo ar ger el lec'hanvadurezh vrezhonek.
  • e kêr : un seurt liorzh vras gant plant, gwez ha bleunioù, a-wechoù feunteunioù ha savadurioù, evit dudi an dud (pourmen, diskuizhañ, c'hoari hag all). Komz a reer eus liorzh-kêr ivez.
  • ur park natur broadel pe rannvroel : un dachenn vras kenañ evit gwareziñ an natur a gaver ennañ, plant ha loened.
  • ur park dudi, ur park c'hoarioù, evit c'hoariellat.
  • war an dachenn armerzhel hag an enklask : ar park teknologel hag ar park ijinañ ma kaver embregerezhioù ha melestradurezhioù.

Park a c'hall bezañ lec'hioù all c'hoazh gant un dalvoudegezh bennak : park-beloioù, parklec'h evit ar c'hirri, parkad rodoù-avel, parkad urzhiataerioù, park plankennoù-ruilh (skate park)... Savadurioù bras er c'hêrioù a vez anvet park a-wechoù, da skouer ar Roazhon Park, stad mell-droad ar gêr, hag ar Park, ur sal sinema e Stockholm.

Un anv-tiegezh saoznek ha korean eo.