Produadur Broadel Kriz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Termenet eo ar Produadur Broadel kriz[1] (berradur : PBK) pe ar Produadur Broadel Gros[2] (berradur : PBG) evel hollad an talvoudegezhioù ouzhpennet er servijoù hag er madoù-dibenn krouet gant hollad embregerezhioù ur Stad e-korf ur bloavezh, war an tiriad broadel pe en estrenvro.
Un unanenn vuzuliañ pinvidigezh armerzhel ar riezoù hag ar stadoù kevredet eo.
Ar proaduadoù peuraozet a zo madoù implijet evit gwir ha n'int ket implijet evit produiñ madoù all. Ar madoù implijet evit produiñ ar proaduadoù peuraozet a zo ar madoù krenn. Koulskoude e c'hell bezañ kontet ur mad pe evel ur proaduad peuraozet pe evel ur mad krenn hervez e implij. Da skouer, bandennoù-rod ar c'hirri-tan a vez kontet evel madoù krenn pa vezont gwerzhet gant ar c'harr e-unan, met bandennoù-rod prenet gant un den a zo proaduadoù peuraozet. Ar re-se a ya da vouetañ ar PBG dre ma ne vefe ket kontet an traoù div wech : ur wech pa vezont gwerzhet gant ar farder bandennoù-rod d'ar farder kirri hag ur wech all pa vez gwerzhet ar c'harr.
Ne vez kontet nemet madoù nevez-fardet ha nompas kirri bet perc'hennet dija.
Roll broioù dre PBK (milion a zolarioù amerikan)[3] (An 10 brasañ)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rank | 2010 | 2009 | 2008 | |||
---|---|---|---|---|---|---|
1 | 14,600,828 | 14,223,686 | 14,506,142 | |||
2 | 5,700,018 | 4,857,623 | 4,853,005 | |||
3 | 5,369,116 | 4,785,450 | 4,042,883 | |||
4 | 3,537,180 | 3,473,814 | 3,504,510 | |||
5 | 2,749,821 | 2,750,418 | 2,799,960 | |||
6 | 2,399,292 | 2,538,578 | 2,700,770 | |||
7 | 2,125,845 | 2,114,668 | 2,115,482 | |||
8 | 1,830,392 | 1,563,126 | 1,449,186 | |||
9 | 1,566,636 | 1,472,046 | 1,446,669 | |||
10 | 1,462,894 | 1,405,064 | 1,433,699 |
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Termofis, Ofis ar brezhoneg
- ↑ Geriaoueg istor-geografiezh, Diwan
- ↑ [1]