[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Walther P38

Eus Wikipedia
Walther P38
Skeudenn ar pennad Walther P38

Ur bistolenn Walther P38
Kinnig
Bro Trede Reich Trede ReichAlamagn Alamagn
Mont en-dro Pistolenn damaotomatek SA/DA (un-ober/daou-ober)
Munisionoù 9 × 19 mm Parabellum
Produerien Carl Walther
Mauser
Spreewerk
Mare produiñ 1939-1945
Stummoù Pistole P1, P4 ha P5 : 1957-2000
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 0,960 kg
Hirder 216 mm
Hirder ar c'hanol 125 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 50 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 320 m/s
Endalc'h Karger-fiñv 8 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Walther P38 zo ur bistolenn damaotomatek produet adalek 1939 gant an embregerezh alaman Carl Walther. Kambret eo e 9 mm Parabellum.

Er bloavezhioù 1930 e fellas d'an Alamaned cheñch o fistolennoù reolius Luger P08 abalamour dezhe bezañ diwar-c'hiz e-keñver surentez da skouer[1]. Kinniget e voe gant Carl Walther un arm nevez d'ar Wehrmacht a asantas anezhañ e 1938, goude ur mare sevel hir. Kregiñ a reas ar produiñ e 1939 da vat. Nevezinti a zegase evel un draen un-ober/daou-ober, ur bouton da ziskouez hag-eñ e oa karget ar bistolenn pe get[1], hag ul loc'henn decocking. An elfennoù-mañ a gaver war ar braz eus ar pistolennoù hiziv-an-deiz. Ar stumm kentañ eus ar P38 produet etre 1939 ha 1945 a anver ivez HP pe HeerePistole (Pistolenn an arme).

Implijet e voe evel arm-dorn gant kalz ofiserien alaman da vare an Eil Brezel-bed. Un trofe priziet e oa ar P38 e-touez ar soudarded saoz pe amerikan, evel al Luger P08[2]. Goude ar brezel e voe tapet miliadoù a skouerennoù eus ar P38 gant broioù a bep seurt evit pourvezañ o armeoù pe polisoù. E Frañs e voe implijet gant an Archeriezh Vroadel hag an arme etre 1945 ha 1955. Adalek 1957 e fellas d'ar Bundeswehr reseviñ P38 nevez. Produet e voent adalek ar bloavezh-se dindan an anv P38, hag etre 1963 ha 2000 dindan an anvioù P1, P4 pe P5 hervez o adstumm. War-dro ur milion a P38 a zo bet produet en holl en XXvet kantved.

  1. 1,0 ha1,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 88
  2. (fr) Pistolet automatique Walther Modèle P38, Base de données des collections - Musée de l'Armée des Invalides (lennet d'ar 17/07/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan