[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Tenkū no Shiro Rapyuta

Eus Wikipedia
Tenkū no Shiro Rapyuta
Filmdata
Titl orin Tenkū no Shiro Rapyuta
Bro produiñ Japan
Deuet er-maez Banniel Japan Japan : 2 a viz Eost 1986
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet : 1 a viz Ebrel 1989
Frañs Frañs : 15 a viz Genver 2003
Yezh orin Japaneg
Padelezh (PAL-DVD) : 126 munutenn munutenn
Skigner Buena Vista Distribution
Pare
Filmaozer Hayao Miyazaki
Produer Isao Takahata
Skrivagner Hayao Miyazaki
Sonerezh Joe Hisaishi
Aktourien

Keiko Yokozawa
Mayumi Tanaka
Minori Terada

Liammoù diavaez

Tenkū no shiro Rapyuta (天空の城ラピュタ, ar c'hastell en oabl) a zo un film bevaat japanek aozet gant Hayao Miyazaki e 1986.

Lodennoù pouezus eus an istor a zo meneget aze.

Un aerlestr sturius a zo taget gant morlaerien. Sheeta, ur plac'h yaouank prizoniad d'ur bandennad soudarded, a skamp kuit ha kouezhañ a ra eus a lestr. E dro-c'houzoug hud a vir anezhi da vezaén flastret war an douar ha degouezh a ra e divrec'h ur paotr anvet Pazu.

Ar paotr yaouank a labour en ur maen-gleuz ha kemm a ra e vuhez adalek ar mare-mañ. Dre m'en deus savetet anezhi e diviz gwareziñ anezhi diouzh an dud o klask war he lec'h. Pazu a gont da Sheeta emaén o klask war-lec'h Laputa, ur c'hastell a nij en oabl, arouezh ur sevenadur hollgaloudus aet da get.

Klask a raio neuze an daou grenard kavout kastell ar vojenn, daoust d'ar soudarded hag a zo war-lec'h Sheeta.