[go: nahoru, domu]

Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : yann

Brezhoneg

  Etimologiezh

Diwar al latin Johannes, diwar an Testamant Nevez henc'hresianek Ἰωάννης (Iōánnēs), diwar an anv hebraek יוֹחָנָן (Yohanân) « hegarat eo Doue ».

  Kentanv

Yann /ˈjãnː/ gourel (liester Yanned ; furm vihanaat Yannig)

  1. anv-badez paotr.
  2. anv-den kemeret evel arouez an dud heñvel outañ (dre o micher, o doare-bevañ) en ur gevredigezh bennak.
    • "Yann vrezhoneger" A belec'h?
    • "Petra a soñjo Yann vreton eus kement-se!" A belec'h?
    • Yann Gouer : ar gouerien
    • Yann Batatezenn, Yann Gaezh, Yann Seitek, Yann ar Yod : lesanv d'ur genaoueg
    • Yann e gof : paotr e gof
    • Hemañ eo Yann e gof ! Lavaret eus ur bugel pe un den bras a blij dezhañ debriñ.
  3. anv-den kemeret evel arouez ul loen.
  4. genaoueg

Troioù-lavar

  1. Pell emañ Yann diouzh e gazeg : troienn skeudennek a implijer da verkañ emañ pell an den eus ar pal zo bet lakaet dezhañ pe en deus roet dezhañ e-unan.

Gerioù kevrennek

Deveradoù

Troidigezhioù

  Gwelet ivez

  • Ar pennad « Yann » e-barzh Wikipedia Pennad war Wikipedia