[go: nahoru, domu]

Mont d’an endalc’had

Pwyll, priñs Dyfed

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pwyll Pendefig Dyfed)
Pwyll o chaseal, e Glyn Cuch - emañ Arawn en a-dreñv - en deus iset e gon war ar c'harv (engravadur eus levr Charlotte Guest,
ar Mabinogion
(eil embannadur skeudennet, 1877))

Pwyll, priñs Dyfed, pe Pwyll Pendefig Dyfed, eo anv skourr kentañ ar Mabinogi.

Emañ Pwyll, roue Dyfed o chaseal un deiz e Glyn Cuch, nepell diouzh e lez en Arberth. Emañ e gon war-lerc'h ur c'harv hag a zo lazhet gant un den all. Arawn roue Annwn eo ar chaseour arall. Tamall a ra da Bwyll bezañ iset e gon war e garv, un dra dizereat. Evel digoll e kinnig dezhañ kemer e stumm hag e lec'h evel roue Annwn e-pad bloaz, tra ma vo-eñ e-lec'h Pwyll e lez Dyfed. En Annwn en em gann Pwyll gant Hafgan, enebour Arawn, ha trec'hiñ warnañ. Mignoned e teuont da vezañ penegwir, evitañ da gousket gant gwreg Arawn, n'en deus ket stoket outi.

Degouezhout a ra Pwyll gant Rhiannon, ur gaer a vaouez en he sae sidan alaouret war ur marc'h gwenn.

Dimeziñ a reont, ur mab o deus. En noz war-lerc'h ar gwilioud ne gaver ket ar bugel ken, ha tamallet eo Rhiannon da vezañ muntrerez.

Dont a ra ar bugel war wel e lez ar roue Teyrnon, en deus ur gazeg zo o paouez ebeuliñ. Met nijet kuit eo an ebeul hag en e lec'h ez eus ur babig. Hag eñ hag e wreg da advabañ ar bugel. Kreskiñ a ra ar bugel, ha Teyrnon a gav e tenn kenañ d'ar roue Pwyll. Neuze e kas anezhañ da Bwyll ha Rhiannon, a ro an anv Pryderi (preder, nec'hamant) dezhañ.

  • Ifor Williams (embanner), Pedeir Keinc y Mabinogi, Kerdiz, 1930. Meur a adembannadur zo bet goude.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]