falvezout
Neuz
Brezhoneg
Verb
falvezout /falˈvɵːzut/ verb dic'hour ha verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : falvezet) (displegadur)
I. verb dic'hour
- Falvezout da unan bennak : fellout da unan bennak (dirak un anv-verb pe un islavarenn degaset gant ar rannig-verb e)
- [...], abalamour ma ne falveze ket dezho sentiñ ouzh al lezennoù nevez : [...] — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 11.)
- Falvezout a reas dezho lakat o c'hraban war madoù an Iliz ha war ar veleien. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 12.)
- [...], abalamour ne falveze ket dezho sentiñ ouzh traoù ken diskiant. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 14.)
- [...] : ne falveze ket dezhañ e vije skuilhet evitañ berad gwad hini anezho. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 18.)
- Doue a falveze dezhañ digoll, [...], ar venec'h eus ar boan o doa [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 34.)
- Ne falveze dezhañ debriñ tamm, re veiet oa e stomok. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 43.)
- — [...]: c'houi ne falveze ket d'eoc'h kemeret digan-en an dilez euz va c'harg: [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 65.)
- An Aoutrou Calvarin, ginidig a Borspoder, a ioa persoun eno, ha ne falvezaz ket d'ezhan kuitaat he barrisioniz. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 186.)
- Eun dervez, ar prins a glevas anezan adarre hag a falvezas d'ezan gouzout petra a c'hoarie gant e vignon. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 9.)
- An hini yaouanka a falveas d'ean mont da vale bro ; goulenn a eure e ôtre digant e dad. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 116.)
- — « Va merc'h, ha falvezout a rafe deoc'h dimeziñ gant va mab, [...] ? » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 13.)
- Pa yaen da bardonañ da Santez-Anna-ar-Palud, e falveze din, kerkent ha degouezhet eno, mont da welout ar mor. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 125.)
- Falvezout un dra bennak da unan bennak
- Falvezout gant unan bennak : fellout da unan bennak (dirak un anv-verb)
- An Aoutrou Branellec ne falvezaz ket gant-han tec'het kuit; [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 215.)
- Ar roue a oue glac'haret, mes abalamour d'he le ha d'an dud a ioa ouz he daol, ne falvezas ket ganthan ober displijadur d'ar plac'h yaouank hag e c'hourc'hemennas he rei d'ezhi. — (Yann-Fañch Caer, Ar Pevar Aviel lakeat en unan, Brest, 1904, p. 120.)
- An aotrou pa glevas kement-se, e-lec'h kemerout difizians eus ar pez a lavared d'ezan, a falvezas gantan, da genta, kas Tremeur, da vale, diwar e dro, [...]. — (G.P., Oferenn ar beleg maro, FEIZ HA BREIZ niv. 12, Kerzu 1929, p. 473.)
II. verb kreñv eeun
- Falvezout ober un dra bennak : youliñ
- Hemañ ne falvezas ket gedal. — (KEAV, p. 327.)
- (Rouez) Falvezout un dra bennak digant unan bennak : goulenn kaout un dra bennak digant unan bennak
- Pa veljont Jesus a-ziabell, an dud-se a ziredas d'he gaout, a stouas hag a grias gant eur vouez crenv : « Petra falvezit diganeomp, Jesus, Mab Doue a zo dreist peb tra ? Ha deut oc'h ama evit hor poania araog an amzer ? » — (Yann-Fañch Caer, Ar Pevar Aviel lakeat en unan, Brest, 1904, p. 108.)