Reizhiad korvoiñ
Iskevrennad eus | system software |
---|---|
Raklec'hiet gant | kernel |
Studiet gant | stlenneg |
Istor | history of operating systems |
EntitySchema for this class | Entity schema not supported yet (E102), Entity schema not supported yet (E179) |
Tikedenn Stack Exchange | https://stackoverflow.com/tags/operating-system |
Roll elfennoù | list of operating systems |
Erouezadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Reizhiad korvoiñ a reer eus ur strollad goulevioù sternet ouzh un urzhiataer pe un trevnad stlennegel hag a ziogela daou arc'hwel meur :
- ardeiñ loazioù an trevnad stlennegel dre ziogelaat al lodennadur anezhe etre meur a arveriaded ;
- diogelaat d'an arveriaded ur strollad gwazerezhioù e erouez dezhe ur c'hetal azasoc'h d'o ezhommoù eget hini an ardivink alvezel.
Ur strollad meziantoù ha periantoù amkanet da efediñ gwezhiadurioù oc'h ober gant keweriañ ent-emgefreek ar stlennoù eo ar reizhiad stlennegel.
Kehentiñ un hevelep reizhiad gant ar bed tro-dro a zo diogelaet gant parzhioù haeziñ ; un etrewezhiañ gant trevnadoù alvezel e vez ar reizhiad stlennegel hag a evezh pe a sturia anezhe a vez diogelaet gante ivez.
Arc'hwel ar reizhiad stlennegel a bourchas gwezhiadurioù gouest da skoaziañ da seveniñ kudennoù boaz :
- ardeiñ ar stlennegoù : kadaviñ, dihaeziñ, klask, kehentiñ, gwareziñ ouzh an teukadoù hag an ebarzhiñ ;
- danzen ar goulevioù ;
- ardeiñ al loazioù da gevaraezañ korvoiñ ar goulevioù (krouadur un amva ret da erounit ar goulevioù) ;
- ardeiñ ha rannañ al loazioù (periant, stlennegoù....) etre an holl arveriaded.
|
Ar strollad gougorioù-se pourchaset gant ar reizhiad korvoiñ zo evit arveriaded ar reizhiad stlennegel-se un ardivink solluniek (distrilhet) pe darvanel en eneb ouzh an ardivink alvezel kediet gant parzhioù periantel.
Dielfennet e c'hell bezañ ar meziant diazez e daou live :
- binvioù ha gwazierezhioù (kempunerioù, kargerioù, embannerioù, goulevioù mavek....) ;
- ar reizhiad korvoiñ.
Roll ar reizhiad korvoiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ardeiñ ar c'hewerier : karget eo ar reizhiad korvoiñ d'ardeiñ an deverkañ ar c'hewerier etre ar goulevioù oc'h arverañ un treol kanturzhiañ. Rizh ar c'hanturzhier a zo e dalc'h ar reizhiad korvoiñ.
- Ardeiñ ar vemor vresk : karget eo ar reizhiad korvoiñ d'ardeiñ ar memor vresk deverket da bep arload hag ivez da bep arveriad. Pa ne vez ket a-walc'h a vemor vresk e vez krouet ur maez memor war ar gantenn galet anvet memor darvanel. Ar c'halvezder-se a gevaraez d'arverañ arloadoù a vez o c'houlenn muioc'h a vemor eget ma 'z'eus e-barzh an urzhiataer ; hogen kalz gorrekoc'h eo ivez !
- Ardeiñ an enankañ/ec'hankañ : kevaraezañ a ra ar reizhiad korvoiñ da unelaat ha da wiriañ an haeziñ ar goulevioù arload d'al loazioù periantel dre ar sturioù anvet ivez ardoerioù trobarzhelloù pe ardoerioù enankañ/ec'hankañ.
- Ardeiñ an erounit an arloadoù : karget eo ar reizhiad korvoiñ d'ardeiñ an arc'hwel reizh d'an arloadoù o teverkañ dezhe al loazoù periantel rekis. Galloud a ra lazhañ un arload ne vefe ket ken oc'h arc'hwelañ reizh.
- Ardeiñ ar gwirioù : karget eo ar reizhiad d'ardeiñ ar surentez e-keñver erounezadur an arloadoù. Diogelañ a ra e vije arveret al loazoù nemet gant ar goulevioù hag an arveriaded gwirioù rekis gante.
- Ardeiñ ar restroù : Ardoet e vez gant ar reizhiad korvoiñ al lenn hag ar skrivañ er reizhiad restroù hag ar gwirioù haezerezh d'ar restroù gant an arloadoù hag an arveriaded.
- Ardeiñ an ditouroù : pouchas a reont ouzhpenn ditouroù dindan stumm menegerioù a-zivout stad arc'hwel an ardivink.
Arc'hwelioù pennañ ar reizhiad korvoiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arveriad | |
Arloadoù / Applications | |
Ardeiñ al labourioù | Reizhiad korvoiñ Operating System (OS) |
Ardeiñ ar restroù | |
Ardeiñ an enankañ-ec'hankañ | |
Ardeiñ ar memor | |
Kraoñell / Kernel | |
Periant / Harware |
---|
Renkadur ar reizhiadoù korvoiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a rizh renkadurioù a vez arveret.
- Gant hentenn haeziñ d'ar reizhiad gant an arveriad
- Dre estezioù : reizhiadoù treuzgreat hag etrewezhiat, da skouer : amberzañ ur vilhetenn er SNCF
- Dre reked : amzer werc'hel
- Dre labourioù (batch) : keweriañ dre lodoù, da skouer : hizivaat kontoù bank e-kerzh noz
- Gant rizh arloadoù e vez an arveriaded oc'h ober gante
- Evit danzen goulevioù
- Evit dazverañ ar roadennoù
- Gant kefluniadur ar reizhiad stlennegel
- Ur c'hewerier : reizhiad un-kewerier
- Lies kewerier : reizhiad lies-kewerier
- Diazezet war ur rouedad : reizhiad rouedad
- Gant an doare da rannañ al loazioù meziantel hag alvezel
- Rannañ ar memor etre lies goulevioù : reizhiad lies-goulevet
- Rannañ an amzer gewerier etre ar goulevioù en erounezadur : amzer rannet (rannadur dre gantom amzer) pe amzer werc'hel (rannadur dre devet ar poelladoù)
- Gant niver an arveriaded diaser
- Reizhiad un-stael
- Reizhiad lies-stael
Perzhioù ur reizhiad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar soliusted : bevennañ an heuliadoù eus an teukadoù periantel pe eus fazioù an arveriaded. Tremen hebioù ar c'holloù stlennegoù beteg gouzout e vije ur chanad.
- An efedusted : arverañ ar gwellañ possubl al loazioù hag ar gallusterioù periantel (hep dispign re evitañ e-unan).
- An aested arver : pourchas un areg arc'hañ (emziviz arveriad/reizhiad) ha deznaouadoù fazioù (reizhiad/arveriad) sklaer ha resis.
- An azasausted : kevaraezañ daskemmadurioù meziantel ha periantel an aesañ ar gwellañ gant binvioù arbennik.
- Ar muzuliadusted : marilhañ jederezh al loazioù implijet gant an arveriaded, muzuliañ an arventennoù arc'hwel ha karg.
Un nebeud reizhiadoù korvoiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Galloud a reer diforc'hiñ meur a rizh reizhiadoù korvoiñ hervez o barregezh d'ardeiñ diaser stlennoù 16 bit, 32 bit pe 64 bit a hed.
Un nebeud despizadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "Liespoellat" (multithreaded) a reer eus ur reizhiad korvoiñ hag a zo gouest da erounit lies poellad (processus) diaser.
"Kentprenel" eo ur reizhiad korvoiñ pa vez kenstaget ennañ ur c'hanturzhier hag a vez o tazparzhañ an amzer ardivink etre ar poelladoù a c'houlenn anezhañ hervez dezverkoù tevet.
- "Amzer rannet" eo ur reizhiad pa vez ur feurbarzh amzer roet da bep hini eus ar poelladoù gant ar c'hanturzhier. Gwir eo evit ar reizhiadoù korvoiñ liesarveriad a gevaraez da lies arveriadoù d'arverañ diaser war un ardivink arloadoù disheñvel pe beuzheñvel. "Reizhiad treuzgreadel" a reer eus ar reizhiad neuze. Ur feurbarzh amzer avez roet da bep arveriad d'en ober.
Parzhioù ar reizhiad korvoiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kediet eo ur reizhiad korvoiñ gant ur strollad meziantoù o kevaraerañ un etrewezhiañ gant ar periant. Setu un nebeud anezhe :
- ar graoñell (kernel) a stroll arc'hwelioù diazezel ar reizhiad evel ardeiñ ar memor, ar poelladoù, ar restroù, an enankoù-ec'hankoù pennañ hag arc'hwelioù kehentiñ ;
- an dewezhier arc'hadoù' (shell) a gevaraez ar c'hehentiñ gant ar reizhiad dre un areg arc'hañ. Hemañ a ro an tu d'an arveriad da sturiañ an trobarzhelloù hep anavezout dre ret dezverkadurioù ar periant e vez oc'h ober gantañ, ardeiñ ennegoù alvezel ha kement zo ;
- ar reizhiad restroù (FS, file system) a gevaraez da varilhañ ar restroù en ur gwezennad.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) (fr) Geriadurioù Preder en-linenn